Erwan Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Erwan_Kervella_10.jpg|thumb|150px|right|Erwan Kervella]]
Mab henañ [[Frañsez Kervella]] hag [[Ivetig an Dred-Kervella]] e oa. Ganet eo d'ar [[15 a viz Eost]] [[1949]] e Lannuon. Skolaer [[Diwan]]. Ludresour ha fentigeller er gelaouenn [[Yod-Kerc'h]].
 
Kroget e oa pa bihanik c'hoazh eada skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. A-viskoazh ez eo bet plijet dezhañ tresañ. Treset en deus bandennoù-treset (Kala-Mae).
 
Bet eo bet meur a wech o pourmen en Iwerzhon hag e Kembre, alies evel blenier [[Alan Stivell]] en e droiadoù. E Kembre, e reas anaoudegezh gant ur c'haner brudet eno, [[Meic Stevens]] a zeuas da vezañ mignon bras dezhañ.
 
Bet eo bet unan eus kentañ skolaerien Skolioù Diwan ha bet eo skolaer kentañ Skol Diwan Lannuon etre 1978 ha 1980.
 
Bet en deus ur verc'h anvet Sterenn.
 
Ur gwallzarvoud gwetur a vo pennkaoz d'e varv rak mervel a reas un nebeud mizioù goude en e 35 bloaz.
 
Embannet eo bet darn eus e skridoù ur bloaz goude e varv a c'hoarvezas d'an [[9 a viz Gouere]] [[1984]] pa oa en e bemp bloaz ha tregont ken.