Garmenig Ihuellou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ur skrivagnerez vrezhonek a orin eus [[Langoned]] eo '''Garmenig IhuelloùIhueloù'''. Ganet eo Garmenig IhuelloùIhueloù d'an 29 a viz Gwengolo [[1934]] e Porzh ar Roue. ( Pariz 14vet). Kelenn a ra brezhoneg e [[Sant Brieg]] e-lec'h m'emañ o chom. Graet deus he studioù er skolaj-lise teknikel Albert de Mun e Pariz 7vet. Deus ar 4re betek ar c'hlas termen eo bet Garmenig en ur skol evit stummañ kelennerezed war an arzoù-dilhad. Kelennet he deus dreist-holl an danvezioù hollek : galleg, istor, geografiezh, treserezh. Bet he deus un nebeud diplomoù, en o zouez, ur vestroniezh war ar brezhoneg e [[Roazhon]]. Kelenn a rae Garmenig an [[arzoù-kaer]] e skol [[Diwan]] Sant-Brieg ha brezhoneg e [[Lise Renan]] Sant-Brieg.
 
===He buhez===
Linenn 5:
A-viskoazh he deus skrivet, adalek ar mare ma ouie skrivañ ha lenn. Ar wech kentañ, e voe embannet he fennadoù war gelaouenn [[Bleimor]], [[Sturier]] hec'h anv. Danevelloù ha barzhonegoù a skrive e gallek hag e brezhoneg abaoe pell a-raok. Aliet e voe dezhi kas anezho da [[Al Liamm]]. Embannet int bet un nebeud amzer goude.
 
Betek an oad a 14 vloaz eo bet savet e [[Langoned]] hag en [[An Drinded-Langoned|Drinded]] gant he div mamm-baour, rak marv e oa dija he daou dad-paour. An holl dud a gaozee brezhoneg eno d'ar c'houlz-se. En iliz e oa pep tra e brezhoneg, ar pedennoù, er skol ivez, daoust ma ne oa aotre ebet da gomz brezhoneg, nemet galleg ken, er skolioù publik ha prevez.
Tud Garmenig a laboure e Pariz, neuze da oad ar skolaj eo aet da vevañ ganto. Desket he deus lenn ha skrivañ un tamm ar yezh peurunvan e [[Ker-Vreizh]], e karter [[Montparnasse]].
Bet eo bet ezel eus kalz a gevredigezhioù evel : Bleimor, [[Kendalc'h]], [[KEAV]] ( [[Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerien]]), [[Al Leur Nevez]], [[Ar Falz]]. Re all gant ur gelaouenn hag emvodoù e-pad ar bloaz : [[KAVY]] ([[Kevredigezh ar vrezhonegerien yaouank]]) savet gant [[Erwan Evenou]] ha [[Ti-Yaouankiz]] savet gant [[Gwennole ar Menn]].
Bremañ,Dimezet eze eo dimezetoa Garmenig gant [[Gwennole Ar Menn]]. Pevar Bugalbugel o deus bet : Brieg, Riwal, Tangi ha Malo. O vevañ emañ bremañ e Sant-Brieg abaoe meur a vloavezh.
 
==Hec'h oberennoù==