Saksoned : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sk:Sasi
Linenn 32:
An darn vrasañ eus ar Saksoned avat a chomas war an douar-bras. Hervez an istorour [[Beda]], a skrive war-dro ar bloavezh [[730]], ''ar Saksoned kozh n’o deus roue ebet ; renet e vezont gant meur a aotrou (eorldermen) a zibab lod anezho d’o ren er brezel met zo par an eil d’egile pa vez peoc’h''. Tamm-ha-tamm koulskoude e voe unvanet o bro hag a-benn dibenn an [[VIIIvet kantved]] e oa ur vro anvet Dugelezh [[Saks]].
 
[[Pagan]]ed e choment, daoust da strivoù ar visionerien deuet eus Enez Vreizh. Mont a rae tud a orin german eus Enez Vreizh, evel [[Willibrord]] pe Sant [[Bonifas]], da glask [[avielañ]] o « breudeur » chomet pagan. E-pad pell e stourmas ar Saksoned da chom e diavaez ar [[Gristeniezh]] ha distag diouzh galloud ar rouantelezh [[Franked|frank]]. Hogen faezhet e voent da vat gant [[Karl Veur]], goude meur a vrezel ([[772]] - [[804]]) a-enep o roue pagan [[Widukind]]. War-lerc’h al lamm o doa tapet, e voent badezet dre gaer pea-wechoù, dre heg peurvuiañ, ha rediet da dreiñ da gristenien.
 
Sujet e voe ar Saksoned d’ar [[Karolingidi|Garolingidi]] hag evel meur a bobl all e teujont da vezañ soudarded evit o mistri. Dont a reas duged Saks, evelkent da vezañ rouaned hag impalaerien zoken : [[Otto Iañ ar Bras]], ur Sakson, a voe e penn an [[Impalaeriezh santel roman]] en [[Xvet kantved]]. Pa nac’has un dug mont da vrezeliañ da Italia gant an Impalaer [[Friedrich Barbarossa]], e voe rannet dugelezh Saks.
 
 
Ar vro anvet Rouantelezh Saks etre [[1806]] to [[1918]] ha Stad Dieub Saks abaoe 1990 n’eo ket bro orin ar Saksoned. Renerien ar vro-se a zeuas da vezañ mistri war Dugelezh Saks e [[1423]] hag a reas gant an anv Saks evit o domani a-bezh. Abaoe an amzer-se e voe graet Saks (en alamaneg : ''Sachsen'') eus ar vro-se, tra ma oa bro orin ar Saksoned kentoc’h er pezh zo bremañ stad alaman [[Saks Izel]] (en alamaneg : ''Niedersachsen'').