Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
===E vuhez===
[[Skeudenn:Jules Gros-Gi Prijant.jpg|thumb|right|400 px|Jules Gros er gêr]]
Pa oa bihan Jules Gros c'hoazh, e voe kaset gant e dud da [[Tredraezh|Dredraezh]] da di e vamm-gozh Michela an Alan (1833-1921). Eno eo e vevas seizh bloavezh kentañ e vuhez. Eno eo, ivez, e teskas Jules Gros brezhoneg gant e vamm-gozh hag en ur selaou kanaouennoù pe werzioù ganti pe gant tud all e-kerzh nozvezhioù. Dastumet en deus en-dro da 80 000 bomm-lavar e Tredraezh gant e vamm-gozh ha gant annezidi all eus ar vro. Kroget e oa da zastum anezho e penn-kentañ an 20vet kantved. Pevar levr en deus skrivet war [[geriaoueg|c'heriaoueg]], [[yezhadur]] hag [[ereadurezh]]ar brezhoneg hagha goude se ez eus bet savet ur geriadur diwar al levrioù kentañ.
 
Mamm Jules Gros a oa deuet en-dro eus Pariz evit en em staliañ e [[Plistin]] pa oa seizh vloaz hemañ. Labouret he deus en ostaleri "Bellevue" evel kannerez dilhad ha keginerez. E Plistin ez eas d'ar skol ha graet e voe skol dezhañ gant an aotrou Basile. Diwezhatoc'h e timezas gant e verc'h.