Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
===E vuhez===
[[Skeudenn:Jules Gros-Gi Prijant.jpg|thumb|right|400300 px|Jules Gros er gêr]]
=====E vugaleaj=====
Pa oa bihan Jules Gros c'hoazh, e voe kaset gant e dud da [[Tredraezh|Dredraezh]] da di e vamm-gozh Michela an Alan (1833-1921). Eno eo e vevas seizh bloavezh kentañ e vuhez. Eno eo, ivez, e teskas Jules Gros brezhoneg gant e vamm-gozh hag en ur selaou kanaouennoù pe werzioù ganti pe gant tud all e-kerzh nozvezhioù. Dastumet en deus en-dro da 80 000 bomm-lavar e Tredraezh gant e vamm-gozh ha gant annezidi all eus ar vro. Kroget e oa da zastum anezho e penn-kentañ an 20vet kantved. Pevar levr en deus skrivet war [[geriaoueg|c'heriaoueg]], [[yezhadur]] hag [[ereadurezh]] ar brezhoneg ha goude se ez eus bet savet ur geriadur diwar al levrioù kentañ.
 
Linenn 11 ⟶ 12:
Desket en deus evel-se trizek yezh e-pad e vuhez : Ar brezhoneg, ar galleg, ar saozneg, ar spagnoleg, ar c'hembraeg, an iwerzhoneg, an alamaneg, ar poloneg, ar ruseg, an arabeg, an italianeg, ar gresianeg nevez hag an esperanto.
 
=====Beajiñ=====
Ober a reas anaoudegezh gant an aotrou [[Pol Diverrès]], a oa neuze sekretour ar barzh [[Yves Berthou|Erwan Vertou]]. Hemañ a lakaas anezhañ da zizoloiñ ar «[[Barzaz-Breizh]]» hag a gasas anezhañ war-du ar vroadelouriezh vreizhat ha ar varzhed. D'ar c'houlz-se ivez e studias yezhadur an tregerieg gant [[Louis Le Clerc]].
 
Linenn 21 ⟶ 23:
Dimeziñ a reas e 1920, hag ez eas da chom da [[Versailles|Versailhez]]. Labourat a reas neuze en embregerezh livaj Kalibine.
 
E-pad an eil brezel bed, e voe jubennour adarre e [[Belgia]] betek miz Eost 1940. Goude e labouras c'hoazh ur pennadig er stal livaj. E 1945 e teuas en-dro da Dredraezh en e di hag a oa bet savet gantañ a-raok ar brezel.
 
=====Distro d'ar vro=====
E 1945 e teuas en-dro da Dredraezh en e di hag a oa bet savet gantañ a-raok ar brezel. Goude ar brezel, e labouras er fritur sardined a oa e Tredraezh. Ober a reas war-dro ar ginkailhiri a oa eno war-lerc'h fin ar peskerezh-se e 1947.
 
Chom a reas e Tredraezh war e leve-kozhni, hag e krogas neuze da sevel e levrioù. An hini kentañ a voe embannet e 1965 hag an trede diwar-benn [[ereadurezh]] ar yezh e 1974. Ar pevare levr a voe embannet e fin e vuhez gant sikour Daniel Giraudon rak deuet e oa da vezañ dall. Goude e varv e voe embannet e oberenn ''Teñzor'' e stumm ur geriadur galleg-brezhoneg gant [[Andrev Merser]] eus [[Emgleo Breiz]].
Linenn 35 ⟶ 38:
 
==E oberenn==
* ''Deg devez e Verdun''. [[Buhez Breiz]] [[1919]]. [[Emgleo Breiz]].
* ''Le Trésor du Breton parlé'', levrenn 1 : ''Le langage figuré.'' [[Emgleo Breiz]] - [[Brud Nevez]] [[1966]]
* ''Le Trésor du Breton parlé'', levrenn 2 : ''Dictionnaire breton-français des expressions figurées.'' Librairie Bretonne Giraudon, [[1977]]. [[Emgleo Breiz]] - [[Brud Nevez]]
* ''Le Trésor du Breton parlé'', levrenn 3 : ''Le Style populaire (Éléments de stylistique trégorroise).'' [[Emgleo Breiz]] - [[Brud Nevez]]
Levrioù embannet war-lerc'h e varv :
* ''Le Trésor du Breton parlé'', levrenn 4 : ''Le Trésor du breton parlé.'' [[Skol-Vreizh]] - [[Impram]].
* ''Le Trésor du Breton parlé'', 2 levrenn : ''Dictionnaire français-breton des expressions figurées.'' [[Emgleo Breiz]] - [[Brud Nevez]]
 
===Ouzhpenn===
Linenn 51 ⟶ 54:
 
==Un den all==
Ur ''Jules Gros'' all a savas [[Republik Counani]] e [[Gwiana c'hall]], met n'eo ket hon Jules Gros breizhat.
 
==Liammoù diavaez==
* [http://patrimoine.region-bretagne.fr/sdx/sribzh/main.xsp?&execute=show_document&id=PALISSYIM22004053], luc'hskeudennoù Jules Gros hag e di e Tredraezh-Lokemo, gwall nebeud a vrezhoneg e-barzh.