Lambert Lombard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Lambert Lombard''' ([[Liège]] [[1505]] pe [[1506]] - [[1566]]) a oa un arzour [[belgiat]] eus an [[Azginivelezh]]. Livour, savour, arkeologour, dastumer, engraver, moneizoniour, den desket, istorour an arzoù ha mestr un akademiezh vrudet e voe.
 
E [[Liège]], priñselezh dizalc'h, e oa o chom. Meur a veaj a reas da [[Alamagn]], da v-[[Bro-C'hall|Vro-C'hall]] ha da v-[[Middelbourg|Viddelbourg]].
En [[1537]]e voe kaset da [[Roma]] gant [[Erard de La Marck]], priñs-eskop [[Liège]], da brenañ oberennoù arzel ha da beurechuiñ e zeskadurezh. Eno e tizoloas arz ha mistri an [[Azginivelezh]]. Pa zistroas d'e vro e tiazezas akademiezh arzoù kentañ Norzheuropa.
 
Kemer a reas perzh e chanterioù adsevel kêr Liège, hag a-drugarez dezhañ e voe degaset savouriezh an Azginivelezh klasel da [[priñselezh Liège|briñselezh Liège]].