Danny Elfman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
[[Rummad:Ganedigezhioù 1953|Elfman, Danny]]
 
'''Danny Elfman''' (Daniel Robert Elfman) a zo ur sonaozer filmoù amerikan bet ganet d'an [[29 Mae]] [[1953]] e [[Los Angeles]] ([[Kalifornia]]). Dimezet eo gant ar gomedianez [[Bridget Fonda]].
 
Kanet ha sonet en deus er strollad [[Oingo Boingo]], etre 1976 ha 1995. Seizh albom zo bet savet ganto. Un eizhvet, '''So-Lo''' a oa sinet gant anv Danny Elfman hepken. An anv The Mystics Knights Of The Oingo Boingo a oa gant ar strollad da gentañ-tout.
Er strollad Oingo Boingo e sone gant unan eus e genlabourerien fealañ, [[Steve Bartek]], a gendalc'h da skoazellañ anezhañ hiziv war e sonskridoù evit ar sinema.
E-touez kanaouennoù brudetañ ar strollad emañ ''Weird Science''. Implijet e oa bet er film ([[John Hugues]], 1985) hag er rummad-filmoù (1994-1997), ar memes titl '''Weird Science''' ganto.
 
Sonaozer muiañ karet [[Tim Burton]] eo. Savet en deus sonerezh eus pep brasañ e filmoù.
E vouezh a c'heller klevet ivez er film '''The Nightmare Before Christmas'''. Reiñ a ra e vouezh dad'an haroz Jack, Barrel (unan eus an tri bugel) hag ar furlukin pa gan an tudennoù-se er film.
Kanañ a ra ivez an darn vrasañ eus kanaouennoù ar film '''Charlie and the Chocolate Factory'''.
Ouzhpenn e genlabour feal gant [[Tim Burton]], en deus skoulmet darempredoù gant ar sevenerien [[Sam Raimi]] ha [[Gus Van Sant]].
Linenn 21:
E 2004 e savas ton pennañ ar c'hoari video ''Fable'', renet gant Peter Molyneux, evit X-Box Microsoft. Ar peurrest eus ar sonerezh zo bet savet gant Russell Shaw.
 
D'an 23 a viz C'hwevrer 2005 en deus Danny Elfman tañvaet d'ur mod nevez da sevel ha kinnig e sonerezh. D'an deiz-se e Carnegie Hall e oa bet tu da glevet e sonskrid '''Serenada Schizophrana'''. Pedet e oa bet gant an American Composers Orchestra da sevel ur sonskrid evit bezañ sonet gant ul laz-seniñ. C'hwec'h lodenn zo d'ar sonskriddezhañ, savet evit laz-seniñ ledan, binvioù elektronek, daou biano ha laz-kanañ merc'hed.