Gwennole ar Menn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
 
Ur wech echuet gantañ e studioù e krogas gant ul labour all : klasker er [[C.N.R.S]] ([[Centre National de Recherches Scientifique]]), e-lec'h ma rae klaskadennoù war ar yezhoù keltiek. Kelenner e teuas da vezañ e skol-veur Roazhon er memes koulz. Labouret en deus kalz war ar brezhoneg-krenn, adalek 1996 ec'h embannas skridoù kozh gant kalz a notennoù, studi ar gerioù hag all...
 
E-pad meur a vloavezh en deus kinniget un abadenn pe war RBI pe Radio Armorique war anvioù an dud e Breizh, ''onomastique'' e galleg. Brudet e oa dre Vreizh evit bezañ ur mailh war an anvioù-familh dre ma c'helle testeniekaat ar pezh a embanne o vezañ ma lenne kalzik a skridoù kozh.
 
Brudet e oa ivez e bro Sant-Brieg ha dreist-holl e dielldi an departamant e-lec'h ma veze galvet alies da sikour lenn dielloù kozh e brezhoneg hag ivez ma veze galvet da ginnig an dielldi e brezhoneg gwech-ha-gwech-all.
 
Aet eo d'an Anaon d'ar [[15 Ebrel|15 a viz Ebrel]] [[2009]] e [[Sant-Brieg]].