Gwennole ar Menn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
==Buhez==
Ganet eo Gwennole ar Menn d'ar [[14 a viz Mezheven]] [[1938]] e Pariz, rak aet e oa e dad, [[Herve ar Menn]] hag e vamm da glask labour du-hont da c'hortoz eurediñ. N'en doa ket raktresoù resis pa oa yaouank betek ma tremenfe ar vachelouriezh « Math. Elem », ur vachelouriezh skiantel. Kendalc'het en deus neuze gant e studioù war ar skiantoù en ur skol uhel a-benn dont da vezañ ijinour war an elektro-mekanikiezh. A-raok echuiñ gant e studioù en deus bet tro da labourat e-giz soner binioù evit gounit un tamm arc'hant. Ezel eo bet eus [[Bagad Bleimor]]. Aet eo pelloc'h-pellañ rak tremenet eo da gentañ er skingomz o c'hoari un « Twist agricole », ha goude se betek c'hoari en [[Théâtre de France]], e-lec'h m'en deus bet tro da gejañ gant arzourien brudet mat hiziv an deiz.[[Skeudenn:Gwennole.jpg‎|thumb|right|400px]]
Dimezet eo bet gant [[Garmenig Ihuellou]] ha bet o deus pevar mab : Riwall, Tangi, Malo ha Brieg.