Pleg-mor Ginea : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: mn:Гвинейн булан
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Eno en em groaz [[hedredenn Greenwich]] (an hedredenn 0) hag ar [[keheder|c’heheder]] (ledredenn 0). Bevennet eo ar pleg-mor, diouzh tu an donvor, gant ul linenn a ya eus beg Palmas e [[Liberia]] da veg Lopez e [[Gabon]], well-wazh. En-dro dezhañ e kaver [[Aod an Olifant]], [[Ghana]], [[Togo]], [[Benin]], [[Nigeria]], [[Kameroun]], [[Ginea ar C'heheder]] ha Gabon, hag en e greiz [[São Tomé ha Príncipe]] hag inizi [[Ginea ar C'heheder]] ([[Bioko]] hag [[Annobón]]).
 
E-touez ar stêrioù en em daol e pleg-mor Ginea e c’haller menegiñ an div vrasañ anezho : an [[Niger (stêr)|Niger]] hag ar [[Volta (stêr)|Volta]]. Daou vae bras zo : [[Bae Benin]] ha [[Bae Bonny]] (pe ''Pleg-mor Biafra''), rannet gant [[delta (stêr)|delta]] ar stêr Niger.
 
Dont a ra anv ar pleg-mor eus an anv a veze roet gwechall, e yezhoù Europa, d’ar broioù zo a-hed an aod : ''Ginea Uhel'' a veze graet eus an douaroù en norzh d’ar pleg-mor ha ''Ginea Izel'' eus ar re er reter. Chom a ra roudoù eus kement-se en anvioù stadoù zo : [[Ginea]], [[Ginea-Bissau]] ha [[Ginea ar C'heheder]].