Britannia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
O tiverkañ kement danvez zo war ar bajenn
kempenn
Linenn 1:
[[Image:Britannia-Statue.jpg|thumb|Un delwenn d'an itron Britannia e [[Plymouth]].]]
'''Britannia''', skrivet ''Brittania'' a-wechoù ivez, zo un anv-lec'h istorel [[latin]].
 
 
*'''Britannia''' eo an anv roet da [[Enez Vreizh]] (lod a lavar [[Preden]]) en amzer an [[Impalaeriezh roman]]. Klotañ a ra gant [[Bro-Saoz]], [[Bro-Gembre]], [[Kerne-Veur]] ha [[Bro-Skos]] a vremañ.
** Kavout a reer an anv-se da skouer
*** en oberennoù [[Caesar]] ha [[Tacitus]],
*** e titl oberenn istorel Sant [[Gweltaz (sant)|Gweltaz]] : ''[[De excidio Britanniae]]' skrivet er VIvet kantved.
 
* '''Britannia''' eo ivez anv ar broviñs roman savet el lodenn eus Enez Vreizh aloubet gant ar Romaned, rak ne oa ket aloubet an enezenn a-bezh, ha [[Kaledonia]], da skouer, a oa chomet dizalc'h; rannet e voe [[proviñs Britannia]] avat, hag adanvet ar rannoù anezhi.
**E 167 e voe krouet
***[[Britannia Inferior]], hag [[Eboracum]] (York) he c'hêrbenn
***[[Britannia Superior]], Londrez he c'hêrbenn
**E 312 e voe krouet:
**[[Britannia Prima]]
**[[Britannia Secunda]]
 
* E deroù ar Grennamzer e voe roet an anv Britannia ivez d'ar vro a oa anvet [[Arvorig]] betek-hen, dre ma oa annezet kalz [[Brezhoned]] eno. Graet e veze [[Britannia Minor]] anezhi, evit lakaat kemm gant eben, a oa anvet [[Britannia Major]].
 
*Goude-se e voe fardet anvioù nevez diwar an anv latin Britannia:
**Britain e saozneg, a dalvezo evit Enez Vreizh en he fezh
**Bretagne e galleg a dalvezo evit Breizh hepken peurvuiañ
*** ma vo ret treiñ ''Britannia Major'' d'ober ''Grande-Bretagne'' e galleg
 
==E saozneg==
 
* E saozneg e vez graet an anv ''Britannia'' eus meur a dra:
# [[Rouantelezh Breizh-Veur]], da lavaret eo an unaniezh etre [[Bro-Saoz]], [[Kembre]] ha [[Bro-Skos]], abaoe uvaniezh 1707.
# [[Rouantelezh Unvanet Breizh-Veur hag Iwerzhon]] a gemeras he lec'h adalek 1801 dindan ar roue [[Jord III]].
# [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon]], anv kemeret gant ar memes rouantelezh adalek 1927, dindan ren [[Jord VI]], goude dieubidigezh stad Iwerzhon.
 
* E saozneg e vez graet an anv [[Britannia (den)|Britannia]] ivez eus ur vaouez zo enkorfadur pe skeudennadur mojennel ar vro-se, pe hini an impalaeriezh kozh;
** Honnezh eo a vez gwelet war ar pezhioù moneiz, evel [[Marianne]] evit ar [[Republik C'hall]].
 
==Douaroniezh==
* [[Britannia Bridge]], ur [[pont]] etre [[Enez Mon]] ha [[douar-bras]] [[Kembre]]
* [[Britannia (Ottawa)]], ur c'harter en Ottawa, Kanada.
* [[Britannia Beach]], ur gêr vihan e-kichen [[Vancouver]], e [[Kolombia breizhveurat]] ([[Kanada]]).
 
==C'hoarioù==
* [[Britannia (Ultima)]], ur vro en heuliad c'hoarioù ''Ultima''.
** [[Britannia (Ultima Online)]], er c'hoari ''Ultima Online''.
* [[Britannia (c'hoari)]], ur c'hoari taol istorel.
 
== Dezougen ==
* [[Britannia Airways]], un aerlinenn charterioù staliet e Breizh-veur, anvet ''Thomsonfly'' abaoe 2005.
* [[HMY Britannia|HMY ''Britannia'']], ul lestr roueel e Breizh-Veur, eoriet e [[Din-Edin]] e [[Bro-Skos]].
* [[RMS Britannia|RMS ''Britannia'']], ur mordreizher bras eus ar "British Cunard Steamship Lines".
* [[BR standard class 7]], ar stlejerez dre aezhenn "Britannia class" implijet war an hentoù-houarn breizhveurat.
** [[BR standard class 7 70000 Britannia|70000 ''Britannia'']], ar stlejerez kentañ eus ar rummad.
* [[Bristol Britannia]], un hirdreizher savet gant ar "Bristol Aeroplane Company" e 1952.
 
== [[Morlu]] ==
* [[HMS Britannia|HMS ''Britannia'']], anv un nebeud listri brezel eus [[morlu]] roue Breizh-Veur.
 
==Embann==
* [[Britannia (kelaouenn)]], ur gelaouenn evit Breizhveuriz divroet embannet e [[Kanada]].
* [[Britannia (kazetenn)]], ur gazetenn embannet gant ar maouezed a-du gant ar gwir ar maouezed da votiñ (WSPU) hag adbadezet e-doug ar c'hentañ brezel bed.
 
==Menegoù all eus an anv Britannia==
Kavout a reer an anv e-barzh:
* [[Rule Britannia]], kan ar vrogarourien vreizhveurat, a gammgemerer a-wezhioù evit kan broadel ar [[Rouantelezh Unanet]],
* En droienn ''Cool Britannia'', ijinet er [[bloavezhioù 1990]] evit ober anv eus ur [[Rouantelezh Unanet]] o ren war an holl c'hizioù, re ar sonerezh ''pop'', an dilhad hag ar gemenerien-veur, al letioù hag an tier-debriñ zoken.
 
==Diwar an anv Britannia...==
... eo bet savet an anvioù saoznek:
 
* ''Britain'', a zo roet da Vreizh-Veur.
* ''Britanny'', pe [[Brittany]], an anv roet da Vreizh.
 
Diwarnañ eo bet savet ivez an anv gallek ''Bretagne''.
 
[[cs:Británie]]
[[de:Britannia]]
[[en:Britannia (disambiguation)]]
[[fi:Britannia (täsmennyssivu)]]
[[fr:Britannia]]
[[ga:An Bhreatain Mhór]]
[[ja:ブリタニア]]
[[kw:Breten]]
[[la:Britannia (discretiva)]]
[[no:Britannia]]
[[sl:Britannia]]
[[tl:Britanya]]