Max Stirner : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 
== Max Stirner (1806-1856) ==
 
« N’hall ket an hinienn gouzañv bezañ kemeret evel ur gevrenn diouzh ar gevredigezh, dre ma ‘z eo muioc’h evit-se : en em sevel a ra e unaniezh a enep an talvoud-se hag a zispriz hag a ziskar anezhi.»
 
“Ar pezh az peus an nerzh da vezañ, ez peus ar gwir da vezañ.“
Linenn 33 ⟶ 32:
'''Adperc’henniñ :'''
Diskouezet eo bet gant Stirner ez eo ar stad, e-pep stumm e vefe, ur gwasker. Hogen ar vuhez kevredigezhel a zo stumm naturel an den hag ez eo ret kavout un aozadur hag a lezfe d’an den ur frankiz divevenn. Ar pal da dizhout n’eo ket ur stad all (demokratel da skouer), met ur ur gevrat, un unaniezh atav distabil ha kemmet.
Evit ma chomfe un hinienn dieub en un aozadur e c’houlenn Stirner ur stumm aozañ e lec’h m’eo emyoul pep perzhiad hag e lec’h m’en emgouestlont peogwir o deus ar c’hoant hag an ezhomm d’en ober ; an aozadur-se a vefe atav kemmus ha gwelaus evit pep hinienn hervez e interestoù. An aozadur a zo ivez un elfenn unaniñ, un doare da gejañ gant ar reoù all, evit Stirner ez eo ar stumm kevregigezhel gwelañ. Dre ma’z eo an eskemmoù etre an dud diazezet war gounidoù pep hini : N’eus etrezomp nemet un darempred, hini implij an ar profit, an interest… Ma’z an d’az kwelet gant un dremm seder evit da lakaat da vousc’hoarzin ez eo peogwir em eus gounid eus da vousc’hoarz hag ez eo va dremm o servijout va interestoù.
Ar gevredigezh talvoudus nemeti a zo an hini a lezo an den mestr warnañ e unan, dieub e pep keñver, d’ober ar pezh en eus c’hoant hervez e barregezhioù. Bez en n’o an den an tu da choaz, kirriek e vo diouzh e oberennoù, e teufe a-benn pe ne teufe ket e afer eo! Pep tra zo keñveriet d’an hinienn evit m’en defe e blijadur gant ar pezh zo tro dro dezhañ.
 
Linenn 45 ⟶ 44:
N’e c’houlennan ket a wir, neuze n’anavezan hini ebet anezho. Tapout a ran ar pezh on gouest da dapout, ar pezh ne dapan ket n’eo ket din n’eo ket em wir, n’on na lorc’hus na mezhus diouzh ma wir diwerzhus. En aozadur e c’hellez talvoudekaat da varregezhioù, ar gevredigezh avat a c’houl diganit, laeret e vez diganit da nerzh labour, enni e vevez evel unan emgar. En aozadur e vevez evel un den. An aozadur a vez diouti evidout ha drezout padal ez eo ar gevredigezh perc’henn warnout, ha ne ra vann diouzhit dre ma’z eu diouti hepdout. N’eo nemet adal ar mare ma’z on mestr warnon va unan ne glaskan ket war va lec’h ken, adal ar mare-mañ ez o da vat va berc’henniezh din me. Perc’henn on warnon neuze e implijan ac’hanon hag em eus plijadur diouzhin.
Er c’hontrol n’hallan ket kaout plijadur diouzhin ma’z eo ret din kavout atav piv on ha lezel ar C’hrist a n’eo ket me mestr warnon, pe ur Me speredel all.
Ni zo on daou ar stad ha me, enebourien.
Pep stad a zo un diranelezh, e vefe tiranelezh unan pe meur a hini. Na glaskit ket e nac’hidigezh o fersonelezh ur frankiz hag a denno pep tra diouzhoc’h, klakit ac’hanoc’h o unan, o personelezh. Ra vefe pep hini diouzoc’h ur ME hollc’halloudus. An draoù nemeto n’hallan ket ober a zo ar re ne ran ket anezho gant ur spered dieub. Et sans doute une des plus Ar gwir az peus da vezañ ar pezh e c’hellez bezañ.