Mabinogi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Danevelloù [[kembraek]] eo ar '''Mabinogi''', pe ''Mabinogion'', brudet abaoe embannadur levr [[Charlotte Guest]], ''The Mabinogion'', kroget e 1837.
 
Komz a reer ivez eus ''Pedair cainc y Mabinogi'', hervez o anv kembraek, pe eus ''Pevar skourr ar Mabinogi'', anv al levr embannet e [[brezhoneg]]. <br />
Peder [[danevell]] int (hag a vez graet 'chwedl', pe 'cyfarwyddyd', anezho e kembraeg) hag a zo skrivet e [[krenngembraeg]], an anv a vez graet eus ar yezh etre an XIIvet kantved hag ar XVIvet, ha kavet int bet e dornskridoù kembraek kozh.<br />
*''Gwelout [[Levr Gwenn Rhydderch]] ha [[Levr Ruz Hergest]].'' <br />
 
Kaoz zo enne eus kredennoù ha mojennoù[[mojenn]]où kozh ar vro, en Henamzer ar Gelted, a-raok ar [[kristeniezh|gristeniezh]], da lavarout eo a-raok ar VIvet kantved '''da vihanañ'''. Da neuze e vefe anv, e skridoù eus an XIIvet kantved, eus mojennoù a oa bev-mat c'hoazh 600 vloaz a-raok, hag a zo bet savet meur a gantved c'hoazh a-raok moarvat. Daoust da se, mont betek lavarout int ken kozh ha skridoù [[Homeros]], n'eo diazezet nemet war ar faltazi. Met gwir eo n'haller ket bloaziañ ar re goshañ en un doredoare resis.
 
Roud eus ar mojennoù-se a gaver ivez er yezhoù keltiek all, en danevelloù [[iwerzhonek]] dreist-holl, en anvioù [[galianek]] ivez.