Vauban : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
E miz Mae [[1655]], d'an oad a 22 vloaz, e teuas da vezañ «ijinour milourel karget eus ar mogerioù-difenn». Diskouez a reas e meur a seziz pegen mat e oa e alioù evit ar soudarded c'hall da gemer kêrioù. E [[1678]] e voe anvet da «benngomiser ar mogerioù-difenn» e [[1678]], ha da letanant jeneral e [[1688]].
 
E-keit ha ma voe e servij ar roue Loeiz XIV e voe empennet pe gwellaet gantañ mogerioù-difenn meur a gêr ha meur a borzh er rouantelezh, etre 1667 ha 1707. Gant Vauban e voe krouet pe brasaet mogerioù-difenn en ouzhpenn 160 lec'h dre ar rouantelezh, war an harzoù anezhi dreist-holl. E [[Breizh]] e labouras evit gwellaat difennoù [[ar Gerveur]] ([[gwikadell ar Palez]]), [[an Oriant]], [[Brest]] ([[Kastell Brest]] ha meur a greñvlec'h war aod mulgul [[Morlenn Brest]]), [[Montroulez]] ([[Kastell an Tarv]]), [[Sant-Maloù]]. Er-maez eus Breizh e c'haller menegiñ ivez e labourioù e reter ar [[Pireneoù]] ([[Montlluís|Mont-Louis]]), en [[Alpoù]] ([[Briançon]]), er [[Jura (menezioù)|Jura]] ([[Besançon]]), e [[Flandrez Frañs|Flandrez]] ([[Lille]]...).
 
Brudet e voe doareoù Vauban er-maez eus ar rouantelezh c'hall, ha diwar e skouer e voe kreñvaet difennoù kêrioù e broioù all, evel da skouer [[Cádiz]] e [[Spagn]].