Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion''' (pe '''KEAV''') a zo bet savet e 1947 gant [[Ronan Huon]], [[Vefa de Bellaing]] ha [[Zavier Langleiz]]. Da zigentañ e oa ur c'hamp evit ar familhoù deus an Emsav hag a felle dezhe tremen ur sizhunvezh vakañsoù e brezhoneg penn-da-benn. Lod kaer anezhe n'o deze ket digarez da glevet kement-se a vrezhoneg a-hed ar bloaz, lod memes pa ne oant ket o chom e Breizh.
'''Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion''' (pe '''KEAV''') a zo bet savet e 1947.
Azalek ar penn kentañ ez eus bet Kelted tramor, Kembreiz peurvuiañ, o kemer perzh er c'hamp, diwar-se e raer "etrekeltiek" anezhañ. Hervez diazezourien KEAV, paneve sikour ar re-se ne vefent ket deut a-benn da sevel tra pe dra diouzhtu goude ar brezel.
Er bloavezhioù kentañ e veze kentelioù war ar brezhoneg diouzh ar beure hepken, abalamour na oa ket c'hoazh deus ar brezhoneg er skolioù, ha pourmenadennoù ha diduamantoù goude lein.
Tamm-ha-tamm ez eus bet er c'hamp mui-oc'h-mui a dud ouzhpenn ar familhoù-se, evel ar re a oa o teskiñ gant [[Skol Ober]] a veze lakaet e-giz-se d'ober ur staj yezh komzet, ken eo deut KEAV da vezañ ur gwir staj digor d'an holl, kentoc'h eget ur c'hamp vakañsoù e brezhoneg, daoust ma vez degemeret ar familhoù bepred.
 
Un dra zo ha n'eo ket chañchet avat : ne raer nemet gant ar brezhoneg e KEAV.
Betek 2007 e veze e skol Joliot-Curie e bourc'h [[Skaer]].
 
E-pad pell amzer e veze klasket chañch lec'h bep bloaz, met gant an diaes ma oa deut kavout unan a-feson (abalamour ma oad krog da zihan a lojañ ar vugale er skolioù) e voe dibabet azalek 1977 chom e skolaj Sant-Alan e [[Skaer]]. E 1990 ec'h eas KEAV da skol Joliot-Curie, e Skaer bepred, betek 2007.
E 2008 e oa e skol an Nivod, e parrez [[Lopereg]] e-pad div sizhun.
E 2008 e rankas KEAV kuitaat Skaer pa ne c'halle ket ar skol eno degemer anezhañ ken, hag e voe dalc'het an div sizhunvezh staj e skol labour-douar an Nivod, e parrez [[Lopereg]].
E 2009 e vo e [[Kastellin]].