Gwenole Bihannig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ganet eo ''Gwenole Bihanig'' e [[Dieppe]] e [[1966]]. Mab eo da [[Loeiz Bihanig]], skrivagner ha sekretour [[Al Liamm]]. Goude ez eas da heul e familh da chom da [[Sant Malo]] e 1971.
 
Graet en deus e studioù e Skol-Veur Roazhon e-lec'h m'en deus tapet ur vestroniezh war ar brezhoneg, unan all war ar yezhoù estren pleustrek evit ar genwerzh (L.E.A. pe Langues Etrangères Appliquées au Commerce) war ar saozneg hag ar spagnoleg.[[Skeudenn:Gwenolebihannig.JPG|thumb|400 px|right|Gwenole Bihannig, kelenner e Diwan]]
 
Goude se e reas e goñje soudard e [[Fort-De-France]] ([[Martinik]]). Lenner eo bet ivez war ar brezhoneg e skol-veur [[Galway]] ([[Iwerzhon]]) e-pad daou vloaz. Labouret en deus e skol-veur [[Freiburg im Breisgau]] ([[Alamagn]]) e-pad ur bloavezh, war-dro ar raktres « Sonderforschungsbereich Mündlichkeit und Schriflichkeit » diwar-benn an hengoun dre gomz ha dre skrid en Iwerzhon. Kelenner brezhoneg ha tresañ eo bremañ e skolaj Diwan ar Releg (hag el lise, keit m'eo bet er Releg hag e [[Brest]]). Bet en deus e zoktorelezh war ar brezhoneg e 2005.