Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
 
Anavezet eo KEAV da gentañ-penn evit e staj div sizhunvezh a vez dalc'het e miz Gouhere ha lec'h na vez kaozeet nemet brezhoneg. Ur staj "soubañ er yezh" an hini eo eta. Ouzhpenn ar c'hentelioù diwar-benn ar yezh e vez kinniget d'ar stajidi ober a bep sort traoù e brezhoneg : mont da vale, da welet brezhonegerien deus ar c'hornad m'emañ ar staj ha neuze da gontañ gante, sellet ouzh arvestoù (c'hoariva, kontadennoù ha kement zo). Kentelioù zo bremañ a vez kinniget evel atalieroù : c'hoariva, video, skrivañ...
 
E-pad ar goañv, diouzh ar bloavezhioù, e vez aozet ur staj un devezh pe zaou evit ar gelennerien pe ar re a zo e-soñj da vont da gelenn.
 
Ar re a labour evit KEAV, na pa vefent kelennerien pe animatourien a bep sort, a ra se a-youl vat.