Hendrick de Keyser : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : 220px|thumb|Westerkerk Amsterdam thumb|220px|thumb|Zuiderkerk Amsterdam [[Skeudenn:Delft_stadhuis.jpg|thumb|220px|thumb…
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Amsterdam_west_kerk2.jpg|220px|thumb|[[Westerkerk]] Amsterdam]]
[[Image:1294-Amsterdam.jpg|thumb|220px|thumb|Zuiderkerk Amsterdam]]
[[Skeudenn:Delft_stadhuis.jpg|thumb|220px|thumb|Ti-kêr [[Delft]]]]
 
'''Hendrick de Keyser''' ([[15 a viz Mae]] [[1565]] en [[Utrecht]] – [[15 a viz Mae]] [[1621]] en [[Amsterdam]]) a oa ur c'hizeller hag ur savour [[Izelvroioù|izelvroat]] hag en doe ur perzh bras e diorren [[orbidouriezh]] dibenn an [[Azginivelezh]] en [[Amsterdam]]. Tad [[Thomas de Keyser]], hag eñ savour ha livour poltredoù e oa ivez.
 
== Buhez hag oberenn==
Hendrick de Keyser a zeskas ar vicher gant [[Cornelis Bloemaert]]. Pa oa de Keyser 26 vloaz ez eas da-heul Bloemaert en [[Amsterdam]]. Buan en em stalias evel arzour dizalc'h, ha gant e vrud o kreskiñ e voe anvet da vasoñer ha kizeller ar gêr, ar pezh a dalvez hiziv an deiz e voe lakaet da savour. Brudet eo de Keyser rak stag eo e anv ouzh lod brasañ savadurioù istorel an [[Izelvroioù]]. E-touez ar raktresoù a gasas da benn emañ [[Zuiderkerk (Amsterdam)| Zuiderkerk]] ([[1603]]-[[1611]]) hag an tour stag ([[1614]]), ti-kêr [[Delft]] (1618-1620), [[Westerkerk]] (1620-1631) ha Westertoren (savet e [[1638]], met disheñvel diouzh e raktres). An eskemmdi marc'hadourezh a lakaas sevel etre [[1608]] ha [[1613]] a voe distrujet en XIX{{vet}} kantved.
 
Gant raktresoù Hendrick de Keyser en [[Amsterdam]] e penn-kentañ ar XVII{{vet}} kantved e voe diazezet ur seurt orbidouriezh a reer "Azginivelezh Amsterdam" anezhi, hag a voe diazezet war savouriezh italian an Azginivelezh (XVI{{vet}} kantved). Elfennoù klasel evel ar c'holonennoù, ar rizennoù hag an talbennoù a voe implijet stank, met peurliesañ evel elfennoù kinklañ. De Keyser a ouezas tennañ awen eus ar c'hlaselezh italian hep chom re stag ouzh ar reolennoù bet embannet er pleustradoù. E bar e arz e voe e eil degad ar XVII{{vet}} kantved, ha d'e heul e teuas arzourien evel [[Jacob van Campen]] ha[[Pieter Post]].
 
Ouzhpenn labourat war dachenn ar sevel e kendalc'has de Keyser da gizellañ. Gantañ e voe aozet bez [[Willem van Orange]] en Nieuwe Kerk e [[Delft]] (1614-1623). Ne vevas ket de Keyser pell a-walc'h evit gwelout an oberenn echu, ha kendalc'het e voe al labour gant e vab Pieter.
 
E [[1631]], da lavaret eo dek vloaz goude marv de Keyser, e voe lakaet e steuñvioù pennañ el levr ’Architectura Moderna’ gant Cornelis Danckertsz.
 
Ouzhpenn labourat en [[Amsterdam]] e reas de Keyser, ha darempredoù en doe gant meur a savour eus broioù all en [[Europa]]. Merourien kêr [[Amsterdam]] a gasas anezhañ d'ar [[Rouantelezh-Unaent]] hag eno e kenlabouras gant [[Inigo Jones]] ([[1573]]-[[1652]]). Jones a oa bet ars avour saoz kentañ a oa bet en [[Italia]] a-benn deskiñ a-zivout ar savouriezh klasel. Pa zistroas de Keyser da [[Amsterdam]] e teuas gantañ unan eus skoazellerien Jones, Nicholas Stone e anv. Stone a labouras gant de Keyser en [[Amsterdam]] eus [[1607]] da [[1613]], hag e teuas da vezañ e vab-kaer.
 
==Listenn e oberennoù==