Aneirin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: es:Aneirin
Linenn 6:
 
==E varzhoneg veur==
Anavezet eo e labour dre un dornskrid eus an XIII-vet kantved anavezet evel '''Llyfr Aneurin''' (''[[Levr Aneirin]]''), a oa bet damnevesaet ar yezh anezhañ e [[krenngembraeg]], nemet e chome ennañ roud eus ur yezh kar un tamm mat koshoc'h.
An oberenn anevezetañ digantañ eo '''[[Y Gododdin]]''', un heuliad kanoù en enor d'ar vrezelourien rouantelezh ar ''Gododdin'' a oa kouezhet o stourm a-enep ar [[Saozon]] en emgann [[Catraeth]] war-dro 603.
Marteze eo eus kêr ''[[Catterick'']] e ''[[Yorkshire'']] (pe kontelezh [[Evrog]]) pe eus ''Dawstane'' e ''Liddlesdale'' ez eus kaoz. N'eo ket aes gouzout da vat petra eo ster resis ar varzhoneg pa vez roet meur a zisplegadenn hervez an arbennigourien.
 
En ur varzhoneg e kaver ar meneg kentañ , a greder, eus [[Arzhur]], evel pimpatrom an nerzh-kalon, hag ur brezelour kouezhet en emgann zo keñveriet outañ. A-hervez e vije bet Aneurin o kemer perzh en emgann-se ivez hag e vije bet prizoniad war-lerc'h.
 
==Skridoù==