Gwennole ar Menn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Dimezet eo bet gant [[Garmenig Ihuellou]] ha bet o deus pevar mab : Riwall, Tangi, Malo ha Brieg.
 
Met ar c'hoant en doa da vevañ e Breizh. Ha setu m'eo distroet d'e vro en ur gregiñ da labourat e-giz kelenner war ar matematikoù hag ar vekanikiezh. Met war un dro e heulie ivez kentelioù war al lizhiri e Roazhon ha c'hoazh, e kinnige abadennoù skingomz, ar pezh en deus graet e-pad 6 vloaz. Goude-se, e tremenas er skinwel, e [[FR3]], oc'h ober abadennoù diwar-benn anvioù-tud, divinadelloù, krennlavarioù ha respont da c'houlennoù ar sellerien. A-benn ar fin, ez eus bet savet gantañ un dezenn war istor ar geriadurioù brezhonek. Kroget eo da skrivañ da vat adalek 1957. Embannet eo bet e levr kentañ, ul levr kengraet gant [[Roparz Hemon]] diwar-benn pezhioù-c'hoari e [[brezhoneg-krenn]] e 1969 e [[Dulenn]] !
 
Plijet eo gant a bep seurt lennegezh rak pa oa studier ez ae d'al levraoueg hag e kroge da choaz ul levr gant lizherenn gantañ al lizherenneg, A...B...C... Ha setu penaos en deus lennet a bep seurt traoù en ur dremen eus romantoù polis d'ar re [[skiant-faltazi]] ha c'hoazh levrioù deskadurezh ([[yezhoniezh]], istor...).