Subhash Chandra Bose : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
notennoù
Linenn 6:
E 1938 hag e 1939 e voe prezidant ar strollad politikel [[Indian National Congress]] (Kendalc’h Broadel India), met rankout a reas reiñ e zilez abalamour ne oa ket a-du gant [[Mahatma Gandhi|Mohandas Gandhi]]. Evitañ ne oa ket a-walc’h doareoù difeuls Gandhi ha ne c’halled skarzhañ ar Saozon eus India nemet gant armoù. Sevel a reas ur strollad politikel all anvet [[All India Forward Bloc]] hag a c’houlenne dieubidigezh India diouzh yev Breizh-Veur. Unnek gwech e voe toullbac’het gant ar Saozon.
 
Pa grogas an [[Eil Brezel-bed]] e soñjas Bose e c’hallfe bezañ aze un doare da c’hounit frankiz India buanoc’h. Kuitaat a reas India da vont d’an [[Unvaniezh Soviedel]], da [[Alamagn]], da [[Japan]] da c’houlenn sikour ar broioù-se evit tagañ nerzhioù Breizh-Veur en India. Gant skoazell Japan e voe krouet [[Arme Vroadel India]] (''Azad Hind Fauj''), a vode danvez-soudarded eus India hag Indianed eus trevadennoù saoz evel Malezia. Bose a voe anvet da ''Netaji'' (rener) [[Arme Vroadel India]], en em gannas a-enep an arme saoz e [[Birmania]] hag e biz India dreist-holl. Lakaet e voe Bose ivez e penn [[Gouarnamant da c’hortoz Azad Hind]], diazezet en [[Inizi Andaman ha Nikobar]] pa oa bet aloubet an enezeg-se gant arme [[Japan]] e 1942.
 
Abalamour d’e vennozhioù politikel ha d’al liammoù en doa skoulmet gant an [[Naziegezh|Nazied]] ha gant broioù all a oa oc’h ober brezel da Vreizh-Veur, ez eus bet kalz a dabut diwar e benn e-touez an istorourien hag ar bolitikourien. Lod, e Breizh-Veur dreist-holl, a rae ur [[faskouriezh|faskour]] anezhañ. En India avat ez eus kalz tud a soñj n’en deus graet nemet mont da-heul dibaboù diazezet war ar « [[realpolitik]] ». Hiziv an deiz eo bet roet e anv da [[aerborzh]] etrebroadel [[Kolkata]].
Linenn 12:
Fellout a rae da Subhash Chandra Bose e teufe India da vezañ dizalc’h ar c’hentañ ar gwellañ, tra ma oa prest strollad ar [[Indian National Congress|C’hendalc’h]] da vont a-bazennoù, gant ur statud emrenerezh da gentañ. Lod eus politikourien yaouank ar C’hendalc’h, evel [[Jawaharlal Nehru]], a oa prest da heuliañ Bose avat, ha setu perak e voe degemeret « [[Purna Swaraj]] » (dizalc’hiezh penn-da-benn) da c’her-stur gant ar C’hendalc’h e 1929.
 
Hervez kont e varvas Netaji Subhash Chandra Bose en ur gwallzarvoud karr-nij d’an [[18 Eost|18 a viz Eost]] [[1945]], e [[Taiwan]]. N’eus bet kavet prouenn ebet avat e oa marvet er gwallzarvoud-se. Ur bodad ofisiel a voe savet en India e 1999 da enklask war e varv, hag embann a reas ar bodad-se, e 2005, ne oa prouenn ebet e vije marvet Bose er gwallzarvoud hag een vijedije tec’hetgallet tec'hout kuit neuze da Rusia da neuze. Nac’h a reas gouarnamant India degemer disoc’h an enklask avat<ref>[http://www.geocities.com/aug_18_1945/ Post Mukherjee Commission News Updates]</ref>. Lod a lavar e varvas bloavezhioù diwezhatoc’h, prizoniad e [[Siberia]]. Lod all ivez a lavar e vevas en India betek 1985, o ren buhez ur manac’h[[manac'h]]<ref>[http://www.hindustantimes.com/news/specials/Netaji/iamsubash.shtml Hindustantimes.com] at www.hindustantimes.com</ref> <ref>[http://www.expressindia.com/fullstory.php?newsid=67812 'Netaji did not die in a plane crash'] </ref> <ref>[http://www.hindustantimes.com/news/specials/Netaji/netajihomepage.shtml HindustanTimes.com Exclusive, Netaji’s death unraveled].</ref>.
 
==Notennoù==
<references/>
 
{{DEFAULTSORT:Bose, Subhas Chandra}}