Koulm (sant) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Sant '''Koulm''' pe ''[[Koulmkell]]'' (''Colm Cille'' en [[iwerzhoneg]], koulm an iliz) a oa ur sant iwerzhonat, ganet d'ar 7 a viz Kerzu [[521]] ha marvet d'an [[9 a viz Mezheven]] [[597]]. Koulskoude e lavarer eo e [[594]] e voe skrivet ar varzhoneg iwerzhonek kentañ da enoriñ ar sant marv.
 
Sant Koulm zo, gant sant [[Padrig]] ha santez [[Berc'hed]], unan eus tri sant meur Iwerzhon. Diazezañ a reas meur a vanati en [[Iwerzhon]], a-raok divroañ, er bloavezh 563, da enez [[Iona]] e Bro-Skos, el lec'h ma reas e annez gant daouzek diskibl. Prezeg a reas an aviel e Bro-Skos ma c'hounezas ar [[Pikted|Bikted]] d'ar feiz kristen ha marteze ivez e [[Breizh]]. Goude bezañ beajet kalz war vor, evit e abostolerezh, e varvas war enez Iona.
 
E Breizh e kaver roud anezhañ en anv ar chapel Sant-Koulm e Lokmaria-Kemper (dismantret) hag e [[Plougouloum]] (iliz-parrez ''sant Koulm'' pe ''sant Kouloum'', anvet ''église saint Colomban'' e galleg).
Linenn 7:
Arabat e gemmeskañ avat gant [[Koulman]] pe Koulman Veur, ur sant iwerzhonat ivez, bet manac'h en [[Iwerzhon]], e [[Bro-C'hall]] hag en [[Italia]] (anvet ''Colomban'' ivez e galleg).
 
Gouel sant Koulm a vez d'an [[9 Mezheven|9 a viz Mezheven]].
 
==Liamm diavaez==