Hans Vredeman de Vries : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Diwar un akta noter deiziet d'an 29 a viz Here [[1560]] e ouezer e oa 34 bloaz Hans Vredeman de Vries e bloaz-se. Mab da («''Diericx''») de Vries e oa. E dad a oa artilher e servij ''stathouder'' Friz, ar baron Jörg Schenck Tautenburg. E vreur, Sebastian Vredeman de Vries e anv, a oa ograour ha sonazour e [[Mechelen (kêr)|Mechelen]].
 
Vredeman a zeskas ar vicher e stal al livour ha livour gwer Reiner Gerrits e [[Amsterdam]], ha goude-se e studias e [[Kampen]] (1546-47) gant Ernst Mæler. Azalek [[1548]] e kemeras perzh e sevel ar volz a enor a oa da vezañ savet da enoriñ [[Karl V, impalaer santel|Karl V]] ha Fulub[[Fulup II Spagn]]. Ar chanter a voe aozet een [[Antwerpen]] dindan renerezh [[Pieter Coecke van Ælst]]. Soñjal a reer e voe dizoloet [[Vitruvius]] gant Vredeman de Vries dre zaremprediñ Coecke van Ælst, hag a droas ''De architectura'' e [[flandrezeg]]. Pleustradoù savouriezh [[Sebastiano Serlio]] a studias, ha dre en ober e teskas an diarsell kreiz. Ken dedennet e voe gant an teknik-se ken e teuas da vezañ arbennigour an teknik-se en [[Izelvroioù]]. E [[Mechelen (kêr)|Mechelen]] edo o labourat azalek 1552-1553, hag eno e teuas da vezañ brudet evel mestr an diarsell, ha meur a ginkladur c'hoariva a savas. E [[1561]] e timezas gant Johanna, hag a oa c'hoar al livour Gilles van Muysene. Asambles o doa labouret an daou zen war ginkladur ul lidkerzh bloaziek.
 
[[Skeudenn:Alchemist's Laboratory, Heinrich Khunrath, Amphitheatrum sapientiae aeternae, 1595.jpg|thumb|left|300px|''Labourva an alkimiour'', tro 1595</small>]]
 
En em staliañ a reas een [[Antwerpen]] e [[1565]], goude marv e wreg. Eno e voe anvet da savour-kêr (hiziv an deiz e vefe lavaret kêraozour). Goude diskar Antwerpen gant an arme spagnol ([[1575]]) e kemeras perzh e adsevel ar mogerioù-kreñv. EEn [[Antwerpen]] e chomas pa voe tapet ar gêr gant [[Alessandro Farnese]] hag a oa dug [[Parma]]. En nevez-amzer [[1586]] e kuitaas [[Antwerpen]] gant e eil gwreg Sara van der Elsmer hec'h anv, hag o mab Paul hag ez ejont da [[Frankfurt-am-Main]]. Eno e voe tutaet evel ijinour gant [[Julius dug Brunswick-Lüneburg|Julius Brunswick-Lüneburg]] e [[Wolfenbüttel]] ha goulennet e voe digantañ sevel ur ganol eus ar stêr [[Elbe]] betek ar stêr [[Weser]]. Une nebeud brastresoù a voe savet, klasket e voe peadra da baeañ ar raktres, met mervel a reas an dug e [[1589]], hag e warlerc'hiad a zilezas ar raktres.
 
Goude-se e veajas Vredeman de Vries e [[Hamburg]], [[Gdańsk]] ha [[Praha]], eno ec'h aozas diskouezva an taolennoù. E [[1598]] e tistroas da [[Hamburg]]. E [[1600]] e voe galvet da vont da [[Amsterdam]], hag eno e voe lakaet da vourc'hiz. E [[1604]] e voe anvet da gelenner savouriezh e skol-veur [[Leiden]].
 
Ne ouezer ket pe zeiz e varvas Vredeman de Vries. An dra nemetañ a ouezer eo e voe graet anv eus e hêrezh en ul lizher skrivet e miz Eost [[1609]] e [[Hamburg]] gant e vab, Paul Vredeman de Vries e anv.
 
Hans Vredeman de Vries a levezonas al livour [[Izaak van den Blocke]].