Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kemenn degemer
 
alioù war mont en-dro ar wiki
Linenn 1:
{{degemermat nevez}}
--[[Implijer:Fulup|Fulup]] 22 Ebr 2006 da 22:22 (UTC)
* Trugarez da gemer perzh e Wikipedia, an holloueziadur digor. Sellet em eus un tamm ouzh ar pennadoù nevez pe ouzh ar c'hemmoù degaset ganit. Setu un nebeud kuzulioù a c'hallan reiñ dit : diwall da veskañ ar pennadoù gant ar rummadoù. Ret eo merkañ anv ar rummad er pennadoù evel-mañ <nowiki>[[rummad:Anv ar rummad]]</nowiki>. Mont a raio war-eeun d'en em renkañ er rummad merket. Setu ma n'eus ket da skrivañ anv pennad ebet e pajennoù ar rummadoù. Evit danvez ar pennadoù, soñj mat emaomp o skrivañ un holloueziadur. Ret eo implijout ur stil neptu hag ul live yezh a zere d'ar yezh skrivet. Ret eo displegañ mat an traoù en ur soñjal ouzh an dud na ouzont ket eus petra zo kaoz er pennad. Da souer ar pennad [[Blood Feast]] n'eo ket skrivet dispar. Ret eo kregiñ gant displegañ petra eo (ur film), gant piv eo bet savet, pegoulz, piv a c'hoari e-barzh, hag all. Arabat skrivañ daou bennad gant an hevelep boued ivez evel Ar sinema spont ha sinema ar spont, na kennebeut teuzkas en ur pennad ledan-tre e ditl (Istor alamagn), traoù na dennont nemet d'un darvoud resis (reveulzi spartakour). Mat, ar pezh a gont eo mont war-raok ha tamm-ha-tamm e teuio plaen. Lenn un tamm ar pennadoù savet gant tud all ha sell ivez ar pezh a zo er yezhoù all, da skouer [[en:Blood Feast]]. Kalon dit da genderc'hel ganti. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 23 Ebr 2006 da 19:17 (UTC)