Branwen, merch Llŷr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+ interlink
Linenn 6:
 
==An danevell==
Emañ Bendigeidfran o sellout ouzh ar mor ha trizek bag o tostaat. Deut int gant [[Matholwch]], roue [[Iwerzhon]], da c'houlenn Branwen, [[merchmerc'h]] Llŷr, da zimeziñ. Gant an eured-se e vo diazezet ar peoc'h etre an div bobl. Emglev a zo graet, ha banvez.
Ali ''Evnissyen'' ( [[Efnysien]] e [[kembraeg]] a-vremañ) n'eo ket bet goulennet. Pa erru er c'hastell e c'houlenn da biv eo ar c'hezeg nevez. D'an Iwerzhonad, deuet da zimeziñ d'e hanterc'hoar, a zo respontet dezhañ. Fuloriñ a ra pa glev ar c'heloù ha klask a ra kas an emglev-se da get : troc'hañ a ra muzelloù, divskouarn ha lostoù kezeg an Iwerzhoniz.
 
Gaou ha dismegañs zo bet graet ouzh Matholwch. Evel digoll e kinnig Bendigeidfran kezeg all hag ur [[kaoter|gaoter]] vurzhudus d'e vreur-kaer: gant honnezh e c'hallo degas ar re varv da vev. <br />
Linenn 15:
Aloubet Iwerzhon gant [[Bran]]. Gwelet eo bet o treuziñ ar mor war droad. Emañ Matholwch hag e soudarded o c'hortoz a-drek ur stêr, distrujet ar pontoù ganto. Gourvez a ra Bran dreist arv stêr, ha tremen a ra e arme. Evit ober ar peoc'h en deus lakaet Matholwch sevel un ti bras a-walc'h da zegemer e vreur-kaer ramzel. Prest eo Matholwch da welout e vab [[Gwern]] o ren en e lec'h, d'ober plijadur.
Kement-se avat ne blij ket da aotrouien Iwerzhon. Kuzhat a reont e-barzh seier staget ouzh peulioù an ti bras nevez-savet, prest da lammat war baotred Kembre. [[Efnisien]] a oa deuet da welout an ti a-raok ma oa erruet Bran hag e wazed, ha komprenet en doa peseurt tro gamm a oa war an hent, ha neuze en doa lazhet an dud er seier.
Banvez zo da lidañ Gwern, roue nevez Iwerzhon. Hag Efnisien da skeiñ e [[niz]] en tan, evit kas ar peoc'h da get.
 
==Brezel ouzh Iwerzhoniz==