Branwen, merch Llŷr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20:
Brezel zo, ha lazhet an holl. An holl Iwerzhoniz, nemet pemp [[maouez]] a zo o tougen, hag a adtudo ar vro. An holl Gembreiz, nemet seizh gwaz a zistro d'ar gêr gant Branwen, ha penn he breur Bran: gloazet e oa ha goulennet en doa ouzh e soudarded troc'hañ e benn outañ.
 
Degouezhout a reont e Kembre, en [[Enez MônMon]], en [[Aber Alaw]] . Mervel a ra Branwen o soñjal en distruj a zo bet abalamour dezhi. Eno emañ he bez, tost d'ar stêr [[Alaw]].
 
Bendigeidfran en doa gourc'hemennet d'e wazed dibennañ anezhañ ha kas e benn da Londrez. Hag int ha mont. War o hent e tremenont dre Harlech, hag eno e chomont da ziskuizhañ, gant chouchenn hag a bep seurt. Dont a ra tri [[evn]] betek enne da ganañ brav, ken brav ma chomont e-pad seizh vloaz da selaou ha da riboulat. Goude ez eont da [[Penfro|Benfro]] ma chomont gant ar penn ur pennad mat c'hoazh: 80 vloaz. Un deiz e komprenont ez eus tremenet kalz amzer, hag ez eo poent ober evel ma lavare Bendigeidfran: kas ar penn da veziañ d'ar Menez Gwenn, da Londrez.