Diforc'hioù etre adstummoù "Cumbric"

92 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
''Cumbric'' a vez lavaret e saozneg eus ar yezh [[predenek]] komzet en [[Hanternoz Kozh]] [[Enez Vreizh]] etre ar Vvet ha IXvet kantved.
 
Marvet eo gant lanv an alouberien c’herman, [[Angled]] ha Saozon.
 
==Skridoù==
 
N’anavezer nemet tri ger anezhi kavet e-barzh ur skrid latin, ''Leges inter Brettos et Scottos'' : « galnys », « mercheta » ha « kelkyn », a vije « galanas », « merch » ha « cylch » e kembraeg a vremañ, ha « merc'heta » ha « kelc'h(enn) », e brezhoneg evit an daou ziwezhañ. Anvioù-tud zo ivez e ''Buhez [[sant Kentigern]] ''. El lec’hanvadurezh eo ez eo chomet ar brasañ roud anezhi.
 
Komzet e veze e rouantelezhioù brezhon an hanternoz kozh, da lavarout eo [[Rheged]], [[Gododdin]] ha [[Strat Klut]], e broioù a zo bet lonket gant Bro-Skos pe Bro-Saoz
 
Lavaret e vez eo er yezh-se evoesavete voe savet oberennoù ar varzhed [[Taliesin]] hag [[Aneurin]] er [[VIvet kantved]]. Ne vije ket gwall zisheñvel diouzh an hengembraek nag ouzh an henvrezhoneg. [[Predeneg]] a vez lavaret a-wechoù eus ar genyezh pe ar skourr yezhoù-se.
 
 
183 677

modifications