André Markowicz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''André Markowicz''' zo un troour a vicher diwar ar [[ruseg]] (pe ar ''rouseg'', evel a weler skrivet gantañ). Troet en deus oberennoù [[Anton Tchec'hov|Tchec'hov]] ha [[Fyodor Dostoyevskiy|Dostoyevskiy]] d'ar [[galleg]], ha kenlabouret en deus gant [[Alan Botrel]], [[Gwendal Denez]], [[Koulizh Kedez]] ha [[Yann Varc'h Thorel]] da dreiñ un nebeud oberennoù [[ruseg|rusek]] d'ar [[brezhoneg]], embannet holl e peurunvan. Gerioù nevez, deuet eus [[Preder]] pe fardet gant Kedez, a gaver ivez er skridoù.
 
Dimezet eo da [[Françoise Morvan]] a ra brezel d'ar gerioù nevez, pa vezont e [[brezhoneg]], ha d'ar [[peureunvan]], ha d'ar [[brezhoneg]] dre vras.
 
==Troidigezhioù d'ar brezhoneg==
Kavout a reer e anv e talbenn un toullad levrioù troet eus ar [[ruseg]] d'ar brezhoneg.
 
*[[Gennadi Aigi]]. Ar c'henavezo diwezhañ ha barzhonegoù all. Teskad barzhonegoù troet gant [[Alan Botrel]], [[Gwendal Denez]], [[Koulizh Kedez]] hag '''André Markowicz''', [[Skrid]], 1994.
*[[Anna Ac'hmatova]], ''Requiem'', (teiryezhek), troet gant André Markowicz ha KouliKoulizh GedezKedez, 1997 ;
*[[Fiodor Dostoievski]], ''Hunvre un den lu'', troet diwar ar rouseg gant Andre Markowicz ha [[Yann Varc'h Thorel]], Embannadurioù an Treizher, 15 straed François-Louis Blons, 22 260 [[Plouzeniel]], 2006.
 
==Troidigezhioù diwar ar brezhoneg==
Troet en deus [[Ar Basion Vras]], kanet gant [[Annie Ebrel]], e galleg. N'ouzer ket pelec'h eo bet embannet ar skrid.
 
[[Rummad: Troourien vrezhonek]]