Hywel ab Owain Gwynedd : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
E 1143 e voe lazhet [[Anarawd ap Gruffydd]], priñs [[Deheubarth]], gant [[Cadwaladr]], breur Owain Gwynedd, a oa perc'henn war douaroù e [[Meirionnydd]] ha [[Ceredigion]].
Goulenn a reas Owain digant Hywel neuze mont da skrapañ douaroù e eontr Cadwaladr en hanternoz Ceredigion. Ha Hywel d'ober, ha kemer kastell [[Aberystwyth]] kement hag ober, ha c'hwezhañ an tan e-barzh.
E 1147 ez eas Hywel hag e vreur [[Cynan ab Owain Gwynedd|Cynan]] da skarzhañ o eontr Cadwaladr eus e zouaroù e Meirionnydd, ha kemeret e voe gante e gastell e Cynfael.
 
Kollet e voe kreisteiz Ceredigion gant Hywel avat e 1150 pa deuas [[Cadell ap Gruffydd]] eus Deheubarth d'e gas kuit en tu all d'ar stêr [[Aeron]] ha pa embannas bout perc'henn war ar vro.