Koulman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Koulman''' zo ur manac'h iwerzhonat a voe ganet war-dro [[540]] hag a varvas d'an [[23 Du|23 a viz Du]] [[615]] e [[Bobbio]] e [[Lombardia]], goude baleet gantañ dre [[Europa]], [[Kernev-Veur]], [[Breizh]], [[Galia]], [[Helvetia]].
 
Goude e studioù e manati [[Bangor (Iwerzhon)|Bangor]], e hanternoz [[Iwerzhon]], e kemeras penn an hent gant menec'h iwerzhonat all, etrezek douar-bras Europa. Tremen a reas dre Gerne-Veur, dre Vreizh, dre Vro-C'hall ha sevel a reas un [[abati]] a-benn ar fin e [[Luxeuil]], e dibenn ar {{VIvet kantved}}. Skarzhet e voe eus [[Bourgogn]] gant ar rouanez [[Brunehilde]] e [[610]] ha mont a reas goude-se da [[Suis]] ha da [[Lombardia]] da sevel manatioù all eno. Sevel a reas ''Reolenn sant Koulman'' evit e holl vanatioù. Ar reolenn-se a voe kemeret he lerc'h en {{IXvet kantved}} gant ''Reolenn sant [[Benead Norcia|Benead]]''
 
Mervel a reas e [[Bobbio]] e [[615]], er manati a oa bet savet gantañ eno.