Krank-saoz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Krank-Saoz adkaset da Krank-saoz: fazi en doare da skrivañ
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[skeudenn:Cancer pagurus.jpg|thumb|Krank-saoz]]
 
Ar C'''c'hranked-saoz''', o anv spesad ''Cancer pagurus'' zo [[kresteneged]] a vez kavet er [[Meurvor Atlantel]], er [[Mor Kreizdouar]] hag e [[Mor an Hanternoz]]. Ur grogenn ruz-gell hag hirgelc'hiek o deus, ha livet e vez penn o meudoù hag o favioù e du. Ur wezh erru en o oad gour e c'hall o c'hrogenn tizhout betek 25 cm hag e c'halont pouezañ betek 3 kg. Gouest int da vevañ betek 20 vloaz met hiniennoù hepken a ya betek an oad-se abalamour d'ar peskerezh stank a vez graet anezhe.
 
Paot eo ar c'hranked-saoz e gevred ar Meurvor Atlantel betk [[Norvegia]] en Hanternoz hag [[Afrika]] er c'hreisteiz, war ar sont gant pezhioù maen gros, traezh ha lec'hid , eus glann ar mor betek 100 m pe war-dro. Kavet e vez alies en toulloù hag er faoutoù er c'herreg met en toleadoù digor-frank ivez a-wezhioù. Kranked bihanoc'h a c'haller kavout dindan ar vein en aod.