Rakrafaelouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Rakraffaelouriezh adkaset da Rakrafaelouriezh: reishoc'h a-fet yezh (gw. ar gaozeadenn)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''RakraffaelouriezhRakrafaelouriezh''' a oa ul luskad arzel bet diwanet er [[Rouantelezh-Unanet]] e-kreiz an XIX{{vet}}.
 
== Istor al luskad==
E [[1848]] e voe savet ar Vreuriezh rakraffaelourrakrafaelour (''Pre-Raphaelite Brotherhood'') gant al livourien [[John Everett Millais ]], [[William Holman Hunt]], [[James Collinson]], ar barzh ha livour [[Dante Gabriel Rossetti]], ar c'hizeller [[Thomas Woolner]] hag ar vurutellerien arzoù [[William Michael Rossetti]] ha [[Frederick George Stephens]]. Al livour [[Ford Madox Brown]] a voe tost-tre ouzh al luskad, met ne gemeras ket perzh ennañ.
 
Fellout a rae dezho sevel oberennoù disheñvel diouzh an akademiegezh viktorian, ha tostoc'h ouzh arzourien gentidik Italia, a-raok [[Raffaello]], ha tostaat ivez ouzh o doare da livañ. Realouriezh an oberennoù, kalz munudoù hag implij livioù flamm eo ar pezh a felle dezho lakaat war wel. An dodennoù a zedenne anezho ar muiañ e oa ar [[Krennamzer|Grennamzer]], ar [[Bibl]] ha skridoù [[William Shakespeare|Shakespeare]], [[John Keats|Keats]] pe c'hoazh [[Robert Browning|Browning]]... C'hoarvezout a reas dezho sinañ ''PRB'' (da lavaret eo ''Pre-Raphaelite Brotherhood'') o oberennoù, ar pezh a lakaas tud zo da enebiñ outo, dre ma soñje da dud zo e oa an arouez-se un arouez ledouedel pe gevrinek.
Linenn 9:
E [[1850]] e lakjont embann ar gelaouenn ''The Germ'' (peder niverenn nemetken a zeuas er-maez), ma tisplegent damkaniezh al luskad. Reuz a savas kerkent hag embannet ar gelaouenn, dreist-holl peogwir e voe disprizet gant ar vurutellerien, war-bouez [[John Ruskin]].
 
Kemmoù a voe degaset d'al luskad : izili zo a guitae anezhañ, tra ma kemere perzh re all ennañ, evel da skouer [[Edward Burne-Jones]] ha [[William Morris]]. E [[1854]] e voe tost echu gant al luskad, ha disheñvel e voe ar pezh a reas an izili anezhañ : [[Thomas Woolner|Woolner]] az eas da [[Aostralia]], [[John Everett Millais|Millais]] a voe dilennet evel ezel kevredet ouzh ''Royal Academy of Arts'', tra ma kendalc'h [[Dante Gabriel Rossetti|Rossetti]] da livañ oberennoù o toujañ da bennreolennoù al luskad. Berzh a reas an oberennoù rakraffaelourrakrafaelour a voe kinniget e Diskouezadeg etrevroadel Pariz e [[1855]].
[[Skeudenn:De_Morgan_Medea.jpg|thumb|right|200px|[[Medea]] gant Evelyn De Morgan]]
Ul lodenn vras eus arzourien al luskad a voe luc'hskeudennet gant [[Julia Margaret Cameron]], hag hi e-touez diaraogerien al luc'hskeudenniñ, hag a voe levezonet ganto ivez.
Linenn 15:
Daoust ma voe berrbad al luskad e voe ul levezon war meur a luskad arzoù all en XIX{{vet}} kantved, dreist-holl war an [[arz nevez]] hag an [[arouezouriezh]], a-drugarez da arzourien evel [[William Morris]] ha [[Aubrey Beardsley]].
 
==Livourien rakraffaelourrakrafaelour==
 
{{commons|Category:Pre-Raphaelite paintings}}
Linenn 38:
* [[John William Waterhouse]] (1849-1917)
 
=== Breuriezh rakraffaelourrakrafaelour ===
*[[James Collinson]] (1825-1881) (livour)
*[[William Holman Hunt]] (1827-1910) (livour)
Linenn 115:
 
== Liammoù diavaez ==
# [http://agora.qc.ca/mot.nsf/Dossiers/Ar rakraffaelouriezhrakrafaelouriezh war Agora]
# [http://www.artcyclopedia.com/history/pre-raphaelite.html Artcyclopedia]
# [http://www.clio.fr/BIBLIOTHEQUE/les_preraphaelites_modernistes_et_reactionnaires.asp Les Préraphaélites, modernistes et réactionnaires] gant Muriel Castaing-Boissière, kelennerez e skol-veur Paris IV-Sorbonne
# [http://www.artrenewal.org ARC reneval ; Oberennoù rakraffaelourrakrafaelour]
# [http://www.achome.co.uk/biographies/biographies.htm Pre-Raphaelite Brotherhood :Buhez an arzourien rakraffaelourrakrafaelour]
# [http://www.achome.co.uk/chronology/chronology.htm Pre-Raphaelite Chronology]