Rakrafaelouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
== Istor al luskad==
E [[1848]] e voe savet ar Vreuriezh rakrafaelourrakrafaelourel (''Pre-Raphaelite Brotherhood'') gant al livourien [[John Everett Millais ]], [[William Holman Hunt]], [[James Collinson]], ar barzh ha livour [[Dante Gabriel Rossetti]], ar c'hizeller [[Thomas Woolner]] hag ar vurutellerien arzoù [[William Michael Rossetti]] ha [[Frederick George Stephens]]. Al livour [[Ford Madox Brown]] a voe tost-tre ouzh al luskad, met ne gemeras ket perzh ennañ.
 
Fellout a rae dezho sevel oberennoù disheñvel diouzh an akademiegezh viktorian, ha tostoc'h ouzh arzourien gentidik Italia, a-raok [[Raffaello]], ha tostaat ivez ouzh o doare da livañ. Realouriezh an oberennoù, kalz munudoù hag implij livioù flamm eo ar pezh a felle dezho lakaat war wel. An dodennoù a zedenne anezho ar muiañ e oa ar [[Krennamzer|Grennamzer]], ar [[Bibl]] ha skridoù [[William Shakespeare|Shakespeare]], [[John Keats|Keats]] pe c'hoazh [[Robert Browning|Browning]]... C'hoarvezout a reas dezho sinañ ''PRB'' (da lavaret eo ''Pre-Raphaelite Brotherhood'') o oberennoù, ar pezh a lakaas tud zo da enebiñ outo, dre ma soñje da dud zo e oa an arouez-se un arouez ledouedel pe gevrinek.