Traoñienn Aran : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
*''Ur bajenn [[Aran]] zo ivez.''
[[Skeudenn: Flag of Val d'Aran.png|thumb|right|250px|Banniel Traoñienn Aran]]
'''Traoñienn Aran''' (''Val d'Aran'' anv ofisiel [[okitanek]], ''Vall d'Aran'' e [[katalaneg]]) zo un draoñienn eus ar [[Pireneoù]] a zo stag ouzh [[Spagn]], e korn gwalarn [[Katalonia ar C'hreisteiz]]. E-kreiz aradennad ar Pireneoù emañ ha drezi e tremen ar stêr [[Garona]]. Unan eus [[traoñienn]]où uhelañ ar Pireneoù eo (un drederenn eus an tolead zo a-us da 2.000 metr a-us ar mor), ha bez’ eo an tamm nemetañ eus [[Katalonia ar C'hreisteiz]] zo war kostez hanternoz ar menezioù-se, da lavaret eo al lodenn nemetañ eus Katalonia a red he dourioù war-zu an hanternoz ha war-zu ar [[Mor Atlantel]]. Troc’het eo diouzh ar peurrest eus stad Spagn gant menezioù uhel ha n’int treuzet nemet gant daou hent : un ode war an uhel hag un tunnel dindan torosennad ar [[Maladeta]]. Toullet e voe un tunnel kentañ dindan renad [[Franco]], e [[1948]], ha nevez zo e oa bet digoret unan nevez en e lec’h. An ode a vez stanket alies gant an [[erc'h]] e-pad ar [[goañv]]. Abalamour da se eo bet diaes e-pad pell an darempredoù etre an draoñienn ha kreisteiz ar Pireneoù. Aesoc’hik e oa al liammoù gant an hanternoz, pa ne oa nemet diskenn a-hed ar stêr Garona da ober.