Gorre Egipt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Lec'hioù Henegipt}}
 
Daoust d'ar pezh a c'hallfer soñjal, ne dalvez ket '''Gorre Egipt''' evit an takad zo el ''laez'' war kartennoù a-vremañ [[Egipt]], pe e reter ar vro. A-hed ar wech eo bet frammet [[douaroniezh Egipt]] gant red an [[Nil]]. Dezhañ eo e taveer eta pa reer gant an troiennoù '''Gorre Egipt''' pe '''[[Goueled Egipt]]'''. Dre ma red an Nil eus ar su d'an norzh betek ar [[mor Kreizdouar]] eo reizh (hervez lezenn red an dour) e vefe uheloc'h su ar vro eget an hanternoz. Se zo kaoz e vez graet Gorre Egipt eus rann su ar vro ha goueled Egipt eus rann norzh ar vro. Ma vije klasket tresañ ul linenn faltaziek a zispartife Goueled ha gorre Egipt e tremenje dre [[Maadi]]. Evit an arkeologiezh e krog Gorre Egipt gant bered [[Teba]] betek [[stankell uhel Asouan]] ha deroù [[Nubia]].