Pêr Trepos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ganet e 1913 e-kreiz ar [[Bro Vigoudenn|Vro Vigoudenn]] e [[Plozeved]], Pêr Trepos a oa skolveurieg war ar [[Saozneg]] ha doktor war al lizhiri.
 
Ar Brezhoneg a oa e [[yezh vamm]], brav e teue ar Brezhoneg gantañ, pinvidik-tre a oa e c’herioù, e droioù-lavar hag e [[yezhadur]]. Tapet en neus ur meneg "dereat-tre" er [[Sorbonne]] gant e [[studiadenn]] "le Verbepluriel breton", savet en neus ul levr anvet "le vocabulaire de la ferme" hag a zo pinvidik-tre.
 
Marvet eo bet a-raok echuiñ e [[yezhadur]] mes embannet eo bet diwar e notennoù gant [[A. Hamon]] ha [[Pêr-Jakez Helias]]. Peuzechu e oa e [[yezhadur]] neuze un oberenn hogos klok eo, pinvidik-tre ha nes-tre deus ar yezh prezeget gant ar Vrezhonegerien a-vihanik ha graet evit bezañ implijet gant pep Brezhoneger.