Jules Vallès : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 15:
== yaouankiz ==
 
E [[1851]] eo tenn-tre an aergelc’h etre e dud. Distreiñ a ra Vallès da Bariz. Daremprediñ a ra al levraouegoù e-leizh hag heuliañ a ra kentelioù Michelet, istorour meur troet war-du an [[Dispac’h]]. Mignon-tre e teu da vezañ gant [[Arthur Ranc|Ranc]], [[Arthur Arnould|Arnoult]], Castagnary ha Chassin. E miz Meurzh e aoz ur vanifestadeg a-enep serridigezh kentelioù [[Michelet]].
Pa ra Napoleon e [[Taol-stad|daol-stad]], d’an [[2 Kerzu|2 a viz Kerzu]], ez eas Vallès hag e vignoned d’en em gannañ war ar bardelloù. Galvet eo en-dro d’an Naoned gant e dad ha bac’het e vez gantañ e ti ar re sod a-benn chom hep kaout kudennoù. Dieubet eo gant mignoned e miz Meurzh [[1852]], 4 miz e chomas eno. E [[1853]] e kemer perzh Vallès hag e vignoned e gwall-daol an Opéra-Comique, a-enep an Impalaer. Toullbac’het eo e Mazas e-pad ur miz. Emañ Vallès o studiañ war ar Gwir, hogen n’ez ae ket alies d’ar c’hentelioù ha c’hwitout a ra e arnodennoù.
Kregiñ a ra neuze evitañ ur vuhez kantreer ha straner reuzeudik. Resevout a ra nebeut-tre a arc’hant eus perzh e dad. Bevañ a ra en ur gambrig. Gounnez a ra un tammig arc’hant o skrivañ e kazetennoù hag o klask skouerioù evit geriadurioù. Naon-du a voe gantañ d’ar mare-se. Rannañ a reas e gambr gant e vignon bras Poupart-Davyl, hogen jeu a teui etrezo betek mont d’en em gannañ d’ar bistolenn e [[1856]] : gloazet-bras e voe Poupart-Davyl gant Vallès. Mervel a ra e dad e miz Ebrel [[1857]]. Daoust d’an disemglev a oa etrezo, e voe fromet-tre Vallès gant e varv.
 
== kazetennerezh ==