Jules Vallès : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 27:
E 1857 e embannas Jules Vallès '''L’Argent''', hep e sinañ. Al levr-se a dag ar sistem kevalaour. Embann a reas ivez un nebeut pennadoù er gazetenn '''Le Présent'''.
Adalek [[1858]] e kemeras perzh Vallès e '''La Chronique parisienne''', kazetennn Rochefort hag er [[Figaro]] : sed aze penn-kentañ e labour kazetenner. Eus [[1860]] betek [[1862]] e labouro Vallès e ti-kêr Vaugirard, ha kenderc’hel a reas da embann pennadoù e '''Le Temps''', '''Le Figaro''' ha '''Le Boulevard'''.
 
Er bloavezh-skol [1862]-[[1863]] ez eas Vallès da labourat evel kasour en ur skolaj e Caen. Kuitaet en doa [[Pariz]] kement a zleoù en doa. Distreiñ a reas da Bariz ur bloaz da c’houde hag adkregiñ gant e labour e ti-kêr Vaugirard. Kenderc’hel a ra ivez da skrivañ pennadoù ha danevelloù e meur a gazetenn. Ur brezegenn a reas diwar-benn [[Balzac]] hag a reas kalz berzh, met tennet e voe e labour en [[ti-kêr]] digantañ en abeg d’e brezegenn. Embann a reas Vallès ul levr all : '''Les Réfractaires''' hag a reas berzh. E [[1867]] e teu Vallès da vezañ pennskrivagner ar gazetenn '''La Rue'''. E [[1868]] e skriv ur pennad anvet « '''Cochons vendus''' ». Kastizet e vo perc’henn ar gazetenn ha difennet eo embann anezhi. Un nebeut pennadoù e '''Le Globe''' a gaso anezhañ dirak ar barner : disoc’h, ur miz toull-bac’h e Sainte-Pélagie.
 
E-pad an amzer-se e skriv '''Journal de Sainte-Pélagie'''. Goude e dieubidigezh e sav ar gazetenn '''Le Peuple''' hag a bado ur miz hepken, '''Le Réfractaire''' ne bado nemet teir niverenn. Goude-se e skriv Vallès e '''Le Corsaire''', kazetenn Richardet. Kas a ra '''Le testament d’un blagueur''', – stumm kentañ buhez Jacques Vingtras hag a zeuio da vezañ '''L’enfant''' da c’houde – da gazetenn André Gill.
 
E miz Mae [[1869]] en em ginnig Vallès en dilennadegoù lezennel en VIIIvet kelc’hiad-votiñ. En em lakaat a ra da « gannad ar re baour » gant an arouez [[sokialour-dispac’hour]]. Ne dapo nemet un nebeut kantadoù a vouezhioù. E [[1870]] e kenlabour Vallès da '''La Marseillaise''', kazetenn Rochefort hag adkrouiñ a ra La Rue. Heuget eo Vallès gant ar [[brezel]], ne c’hell ket gouzañv ar soudardelezh hag ar [[Broadelouriezh|vroadelouriezh]]. Manifestiñ a ra evit ar peoc’h. Goude emgann Sedan ha disklêriadur ar Republik e kemer perzh Vallès e manifestadegoù an tu-kleiz pellañ. Aozañ a reas ar c’hleub Favié. E-pad ar Sez e voe e-penn ur bagad eus ar [[Gward Vroadel]]. Kemer a reas perzh e emsavadeg an [[31 Here|31 a viz Here]] ha tapout a reas evit un nozvezh ti-kêr La Villette. D’ar [[7 Genver|7 a viz Genver]] [[1871]] e kemer perzh Vallès da skridaozadenn ar [[Skritell Ruz]] (L’Affiche rouge). D’an [[22 Genver|22 a viz Genver]] e sav ur gazetenn nevez : [[Le Cri du Peuple]] hag a vo difennet pa voe barnet Vallès evit emsavadeg an [[31 Here|31 a viz Here]]. Emsavadeg an [[18 Meurzh|18 a viz Meurzh]] a nulaas ar c’hastiz hag adkregiñ a reas Vallès da embann e gazetenn. Dilennet e voe Vallès ezel eus [[ar Gomun]] er XVvet karter. Sinañ a reas manifesto ar bihan-niver a-enep ar C’homite de Salut Public. Stourm a reas betek-penn war ar bardelloù. Pa voe tapet Pariz en-dro gant ar Versailhiz e tec’has kuit gwisket gant dilhad ar Versailhiz. Fuzuilhet e voe gant ar Versailhiz daou zen hag a denne dezhañ. Ar c’helaouennoù versailhiz a dag Vallès gant kounnar. Mont a ra Vallès da guzhat e ti mignoned, a-raok tizhout Belgia e miz Gwengolo. E [[1872]] e varv e vamm, ar pezh a lak anezhañ trist.
 
D’ar [[4 Gouere|4 a viz Gouere]] e voe kondaonet Vallès d’ar marv dre zesfailh. E fin ar bloaz ez eas da Vro-Suis e-lec’h ma skrivas ur pezh-c’hoari anvet La Commune de Paris. E [[1873]] en em stalias e [[Londrez]]. E [[1874]] « La Société des gens de lettres » a denn Vallès diouzh o listenn. Feuket-kenañ e voe gant an darvoud-se. E [[1875]] en deus Vallès ur verc’h gant ur skolaerez eus Londrez. Mervel a reas e verc’h er memes bloavezh : trist-meurbed eo Vallès. Skrivañ a reas kalz d’e vignon [[Hector Malot]]. En ul lizher e lavar dezhañ : « ''Je me sens vieillir sans une clarté dans l’hiver de ma vie''». Bevañ a raio Vallès buhez trist un harluad, e blijadur nemeti o vezañ lenn er [[British Museum]]. Skrivañ a reas pennadoù er gazetenn '''L’Evénement''', e '''Le Réveil''', e '''La Marseillaise''' hag e '''Le Voltaire'''. Eus ar [[25 Mezheven|25 a viz Even]] d’an [[3 Eost|3 a viz Eost]] [[1878]] e asant '''Le Siècle''' embann Jacques Vingtras e bennadoù. Difenn a ra [[Emile Zola|Zola]] hag a oa taget gant skrivagnerien all. E [[1879]] e embann Vallès '''Mémoires d’un révolté''' dindan anv pluenn [[Jean La Rue]], e kelaouenn solkialour Sigismond Lacroix, La Révolution française. Ar romant-kazetenn-se a zeuio da vezañ Le bachelier. Embann a raio da c’houde '''Le Candidant des pauvres''', heuliad '''Mémoires d’un révolté''', er gelaouenn '''Le Journal à un sou'''. Embannet eo e levr '''Les enfants du peuple''', dastummad pennadoù bet embannet etre [[1867]] ha [[1870]]. Embann a reas ivez [[L’enfant]], sinet dindan anv pluenn Jean La Rue, hag a zo kentañ levrenn e drilogiezh buhez. E [[1880]] e tistro da [[Bro-c'hall|Vro-C’hall]], goude an Distaoliadeg bet mouezhiet d’a [[10 Gouere|10 a viz Gouere]]. Kenlabour a ra gant ar c’hazetennoù '''Le Voltaire''' ha '''La Vie moderne''' hag embannet eo '''Les blouses''' e '''La Justice''', kelaouenn [[Georges Clémenceau|Clémenceau]]. E [[Brussel]] e kej Vallès gant Sévérine hag a vo e sekretourez. Kenlabour a reas c’hoazh gant kalz kelaouennoù disheñvel ha distreiñ a reas war lec’hioù e vugaleaj en Alvern hag en Naoned.