Jules Vallès : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 10:
 
E dad, Jean-Louis Vallez a oa kasour e Skolaj Roueel ar Puy, hag e vamm, Julie Pascal a oa merc’h peizanted paour. Seizh bugel o deus bet, hogen pemp anezho a varvas en o c’hentañ bloavezh. Jules Vallès a oa trede bugel ar familh. Ur c’hoar en deus bet da c’houde, Marie-Louise, bet ganet e [[1835]] ha troet da sod e [[1853]]. Eus [[1837]] da [[1839]] e vev ar familh Vallez en dienez. O chom emañ en ul lojeiz lous-teil. E 1839 ez a Jules e skolaj ar Puy; eno e gouzañv bezañ mab ar c’hasour. E-kerzh ar bloavezhioù diaes-se, plijadurioù nemeti Vallès a zo mont war ar maez e tiez e eontred, labourerien-douar e Farreyrolles, Chaudeyrolles ha Vourzac. E [[1840]] ez eo anvet e dad da gelenner e Skolaj Roueel Saint-Etienne : dilojañ a ra ar familh. Jules en deus barregezhioù er skol, en danvezioù klasel, hogen ret eo dezhañ gouzañv feulster e dud hag e gelennerien.
E [[1846]] ez eo anvet Jean-Louis Vallez da gelenner e [[Naoned]] ha dilojañ a ra ar familh adarre. E [[1848]] ez eo entanet spered Julig gant an [[Emsav]]. Lakaat a ra e gamaladed yaouank da vouezhiañ mennadoù dispac’hel a-enep an Urzh hag ar Vachelouriezh. Kaset eo Vallès da [[Pariz|Bariz]] d’an hevelep mare. Eno e heul kentelioù al lise [[Napoleon Bonaparte|Bonaparte]]. Studiañ a ra fall, hogen en em dommañ muioc’h-choazh ouzh ar politikerezh. E [[1849]] e tistro da Naoned ha c’hwitout a ra e [[Bachelouriezh|vachelouriezh]], c’hwitout a ra adarre ur bloaz diwezhatoc’h ; n’eo nemet e [[1852]] e tapo e Vachelouriezh.
 
 
== yaouankiz ==