Pêr Even : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Liammoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{peurunvan}}
 
Ganet e oa bet [[Pêr Even]] e [[Bro-Oueloù]] e [[1919]], e [[Goudelin]]] nepell diouzh [[Lannuon]], hag aod [[Mor Breizh]], war-du [[Sant-Brieg]]. Dont a rae Pêr Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar [[brezhonegva]]. Bez'e oa anezhañ enta ur brezhoneger a vihanik.
Skoliet e oa bet e [[kelenndi]] ar Salezidi e [[Koad-ar-Roc'h]], etre [[Kastellaodren]] ha [[Gwengamp]], gant ar [[Salezidi]], a blede eno gant ur skolaj vicherel.
Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e [[Normandi]]. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e [[Kloerdi]] bras Sant-Brieg. Pêr Even en doa dilezet hent ar [[beleg|velegiezh]] a-benn neuze, un nebeut mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur [[broadelouriezh|broadelour]], evel meur a gloareg all, evel [[Per ar Meur]], [[Armans Ar C'halvez]],[[Maodez Glanndour|Loeiz ar Floc'h]], Marsel [[Klerg]], [[Per Bourdellez]], [[Gwilherm Dubourg]] ha re all c'hoazh, yaouankoc'h.