Afrodite Anadyomene : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5:
== Ar c'hentañ livadur ==
[[Image:Abt.jpg|300|center]]
'''''Afrodite Anadyomene''''', a oa ur [[murlivadur]] brudet e [[Pompei]], savet diwar ul livadur kalz koshoc'h a oa bet graet gant al livour meur [[Apelles ]] evit-doare, hag a zo aet da get hirivpell zo. Graet eo bet ar skeudenn a weler er pennad-mañ diwar al livadur a-raok ma voe peurzistrujet.
 
Meneg eus livadur Apelles zo el levr ''Istor Naturel'' gant [[Plinius Kozh]], a gont e voe implijet [[Kampaspe]], ur [[serc'h]] da [[Alesant Veur]], evel patrom. Hervez [[Athenaeus]] e oa bet awenet al livour gant istor [[Frine]], un [[hetaira]] brudet eus [[Hellaz]], a yae da neuial en he noazh er mor da vare gouelioù relijiel [[Eleusis]].
 
Degaset e voe livadur Apelles eus [[Hellaz]] da [[Roma]] gant [[Augustus]], met en ur gwall stad e oa da vare Plinius. Sevel a ra roll gwellañ livadurioù Apelles hag e ra anv eus un daolenn all ''"eus Gwener o sevel eus ar mor, dediet gant [[Augustus]] benniget e eñvor e bez [[Julius Caesar]] e adtad hag a zo anvet "Anadyomene" meulet e gwerzennoù hellenek evel oberennoù arall aloubet gant an amzer met disaotr o brud.''"<ref>Pliny[[Plinius Kozh]], ''Historia Naturalis'' xxxv.91 ''Venerem exeuntem e mari divus Agustus dicavit in delubro patris Caesaris, quae anadyomene vocatur, versibus Graecis tantopere dum laudatur, aevis victa, sed inlustrata.''</ref>
 
==Arouezioù reizhel ==