Forn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
==Istor==
[[Skeudenn:Four - intérieur.jpg|thumb|right|200px|Ur forn vara giz gwechall, war ar maez en [[Okitania]].]]
Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an douarDouar zo e traoñienn an [[Indus]], en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K.<ref>[http://www.historyworld.net/wrldhis/PlainTextHistories.asp?historyid=ab73 History of THE INDUS CIVILIZATION]</ref><ref>Dales, George, ''Excavations at Balakot, Pakistan, 1973'', Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [http://www.jstor.org/pss/529703]</ref>
 
Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet [[bara]] gant ar C’hresianed en [[Henamzer]]. Graet e vezent gant [[pri]] ivez. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued.
 
Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh [[300]] e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres.
Linenn 12:
==[[Keginañ]]==
[[Skeudenn:Oven.agr.jpg|thumb|left|Ur forn vodern]]
Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin, graet e [[metal]] peurvuiañ, hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : [[kig]], [[legumaj]], [[tourtennoù]] a bep seurt, [[gwastell|gwastilli]], ha bara ivez a-wechoù.
 
Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe [[glaou]]. Bremañ e vez graet peurliesañ gant [[gaz]] pe [[tredan]]. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer [[fornigell]] anezhañ.