Skited : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kemmadurioù ha liammoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Scythian comb.jpg|thumb|Krib skitat]]
Ar Skited, ( en henc'hresianeg οἱ Σκὐθαι / hoi Skúthai) a oa anezhe ur strollad pobladoù mesaerien gantreat a oa o vevañ etre ar VIIvet hag an trede kantvet kent J.-K. e stepennoù [[Eurazia]]. Derc'hel a raent un takad ec'hon etre ar pezh a anver hiziv [[UkraniaUkraina]] hag an [[Altai]] en ur dremen dre [[Kazakstan]]. Graet e veze "Saka" eus ar pobloù-se gant ar [[Persed|Bersed]] ha "Sacae" gant ar Romaned. Meneget e oant bet evit ar wezh kentañ gant skridoù [[asirian]] adalek 641 pe 640 kent J.-K..
 
Anavezout a raer ar sevenadur '''skit''' a-drugarez da skridoù [[Herodotos]] dreist-holl. Ur vammenn binvidik-kenañ eo met gallout a rafe lakaat unan da soñjal e oant diazezet en [[Europa]] dreist-holl. E gwirionez e oa bet ken pouezus all o levezon en Istor kreiz [[Azia]]. Evit o anavout gwelloc'h avat ne chom nemet dilerc'hioù arkeologel. Dre ma oant kantreidi n'o deus lezet ar Skited nemet bezioù ha "mein kirvi", reier engravet gant tresadennoù loened.