Brennidenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
Abaoe an Henamzer e vez douget dilhad pe doareoù a bep seurt gant ar merc'hed da zougen o bruched:
[[strophium]], [[mastodeton]], [[senklenn]]où, [[korfkenn]]où, bandennoù.
Dindan o [[sae]] hir, anvet [[c'hiton]], e veze un doneg lin gantargant ar merc'hed, ha bandennoù da bakañ o [[bruched]]. Evit kuzhat stummoù o c'horf e oa an [[apodesmos]], ur vandenn hir a rae evel ur [[gouriz]] dindan o bruched evit e zerc'hel hag a veze douget pe dindan ar c'hiton, stok ouzh o c'hroc'hen eta, pe war-benn. Evit kuzhat o [[divlez]] hag o c'hof e raent gant ur zona, ar vandenn a bake o c'hof.
Gant ar merc'hed yaouank e veze ur [[mastodeton]], ur [[seizenn]] voan a starde ar bruched evit mirout ouzh kresk an divvronn. Maouezed [[Hellaz]] a ranke tennañ d'ar wazed muiañ ma c'hallent. Medisined zo a ginnige louzoù da virout ouzh ar bronnoù da zont.
 
===E [[Roma]]===
Un [[toneg|doneg]] pe ur ''stola'' a veze gant merc'hed Roma. Dindan e oa evel gant merc'hed Hellaz. Ur ''zona'' a oa da guzhat stumm an divlez, paket e oa bruched ar merc'hed yaouank gant un ''taenia'' pe ur ''fascia'', pimpatrom heñvel ouzh ar ''mastodeton''.