Fañch al Lae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4:
Ganet e oa bet '''Fañch-Mari al Lae''' d'ar [[24 a viz Eost]] [[1859]] e [[Lokireg]], ha marvet e [[Lokireg]] d'ar [[25 a viz Mae]] [[1937]]. Barzhonegoù hag ur [[romant]] en deus savet e brezhoneg.
 
Mab e oa da MariVari Janed, Marie-Jeanne Kokin, hag e dad Yann-Vari Al Lae a oa [[martolod]]. Fañch-Mari Al Lae a zo kroget ivez gant ar vicher a vartolod da 12 vloaz. Dont a reas da vezañ evezhier skolaj a-raok mont da gelenner war an istor e lise [[Château-Gontier]]. E 1884 ez eas da gelenner da lise [[Pondivi]].
 
E 1912 e voe doktorelaet war al lizhiri e [[Roazhon]] gant div zezenn e galleg « Histoire de la ville et communauté de Pontivy au XVIIIe siècle » ha « le paysan et la terre sous la seigneurie de Coatanfao, paroisse de Séglien au XVIIIe siècle ». Met, bez' en devo ur gwall gleñved ha na gendalc'ho ket gant e studioù skol-veur.