Faidra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ar:فايدرا
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Image:Alexandre Cabanel - Phèdre.jpg|thumb|right|300px|''Faedra'', livet gant [[Alexandre Cabanel]].]]
 
'''Faidra''' pe '''Faedra''' (Φαίδρα}} / ''Phaídra'' e [[gregach]]) a oa [[merc'h]] da v-[[Minos|Vinos]], roue [[Kreta]], ha da b-[[Pasifae|Basifae]], ha c'hoar da [[Ariadne]].
 
Dimeziñ a reas da [[Teseüs|Deseüs]], roue Aten, en devoa dilezet he c'hoar Ariadne.
 
Neuze ec'h orgedas ouzh he [[lezvab]] [[Hippolite]], a oa mab da Deseüs ha da [[Antiope]], rouanez an [[Amazonezed]]. Ur gabestrenn he doe digantañ, ma klaskas ober un dro lous dezhañ. Tamall a reas anezhañ da vezañ klasket he gwallañ.
 
Ha [[Teseüs]], savet konnar ennañ, a c'houlennas digant [[Poseidon]], a dlee tri gouestl dezhañ, teurel e vallozh war e vab. Neuze, p'edo ar paotr yaouank gant e garr hag e kezeg, e tirollas an anevaled, hag e voe flastret ar paotrgantpaotr gant e garr.
En em lazhañ a reas Faedra gant ar glac'har hag ar morc'hed.
 
Kontet eo bet an istor gant [[Euripides]], en un doare un tamm disheñvel en e bezh ''[[Hippolite a zoug ar gurunenn]]''. Awenet eo bet ivez [[Seneca]] hahag ar Gall [[Jean Racine|Racine]] gant ar vojenn.
 
== Sources ==