Oscar Traynor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Oscar Traynor a zo bet ganet en ur familh a vroadelourien e [[Dulenn]], e lec'h ma z'eo bet desket gant ar ''Christians Brothers''. E [[1889]] e grogas da labourat evit John Long, ur gizeller koad brudet er mare-mañ, ha kregiñ a reas da zeskiñ ar micher gantañ. C'hoariñ a rae mell-droad, ha beajiñ a reas e Europa gant skipailh ar Celtic eus Belfast.
 
Traynor a deuas da vezañ un ezel eus an [[Irish Volunteers]], ha kemer a reas perzh e [[emsavadeg Pask]] e [[1916]]. Ur wech harzet goude an emsav, e voe toull-bac'het e [[Kembre|Bro-Gembre]]. E-pad ar brezel dizalc'hidigezh, Traynor a deuas da vezañ brigader eus ur bagad-stourm eus an [[Irish Republican Army]] e [[Dulenn]], ha kemer a reas perzh e argad ar [[Custome House]] e [[1921]]. Pa darzhas ar brezel diabarzh e miz Even [[1922]], Traynor a zeas barzh tu ar republikaned. Bagad-stourm Dulenn a en em disrannas, met kalz eus o izili a heulias [[Michael Collins]] hag ar strolladoù broadelour. Traynor hag un nebeut republikaned a glaskas sikour an emsavidi oc'h ober seziz ar [[Four Courts]] en ur tagañ soudarded ar Free State dre O'Connel street. Dont a rejont a-benn da enebiñ ouzh ar Free State Army e-pad ur sizhun a-raok terctec'hout kuit. Goude-se Traynor a aozas taolioù guerrilla e Su [[Dulenn]] hag e-barzh ranvro [[Wicklow]]. Met harzet e voe e miz Gwengolo ha toull-bac'het betek fin ar brezel.
 
An [[11 Meurzh|11 a viz Meurzh]] [[1925]] e voe dilennet en [[Dáil Éireann]] evel ezel ar [[Sinn Féin]] evit Norzh [[Dulenn]], met ne gemeras ket e garg abalamour da bolitikerezh ezveziañ ar strollad [[Sinn Féin]]. Ad-dilennet e voe e-pad dilennadegoù miz Even [[1927]], hag ur wech c'hoazh ne gemeras ket e garg, met asantiñ a reas disoc'hoù an dilennadegoù-se. Hag e [[1932]] e voe dilennet evel dileuriad evit ar [[Fianna Fáil]] evit Norzh [[Dulenn]].