Cadell Ddyrnllwg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
Mab e oa d'ar roue [[Katigern]], lesanvet '''Katigern Benniget''', met ne renas ket diouzhtu goude marv e dad, a voe lazhet en [[447]] e-kerzh emsavadeg ar Saozon renet gant e vreur [[Vortimer]]. Reuz a oa dre greisteiz Enez Vreizh hag e Powys ivez. Arsailhet e voe rouantelezh Powys gant preizherien eus [[Iwerzhon]], ma rankas Cadell mont da vevel ur pennad gant Benlli, ur pennkadour iwerzhonat. <br />
Hervez ar vojenn e voe saveteet gant sant [[Jermen]] da goulz e eil beaj da [[Enez Vreizh]] war-dro [[450]]. Deuet e oa ar sant galian da gêrbenn Powys da avielañ paganed Iwerzhon. Degemeret e voe gant Cadell, a oa bet benniget e dad gant Jermen e-kerzh e gentañ beaj en [[429]].
 
==Mojenn==
Aliet e voe gant ar sant da lakaat e dud da vont e-maez kêr. Ha neuze e kouezhas ar c'hurun war ar palez ha tan a grogas e kêr ma voe lazhet ar baganed. Goude e c'hallas Cadell adkemer penn e rouantelezh.
 
War a seblant e oa bet savet ar vojenn da gadarnaat galloud an Iliz, met un diaz istorel bennak a c'hallfe bezañ dezhi.
,
 
<!--
l'assiégea avec ses fidèles. Cadell, lui témoigna une hospitalité sincère bien que modeste (Saint Germanus avait donné sa bénédiction à son père lors de sa première visite en Grande-Bretagne en [[429]]) et Saint Germanus lui conseilla de faire évacuer tous ses amis de la ville. Or cette nuit-là, la foudre frappa le palais et la cité prit feu et tous les païens furent brûlés. Cadell put ainsi reprendre légitimement son trône. Il va de soi que cette histoire, bien que possédant peut-être un fondement historique véridique, est une construction de l'Église pour appuyer sa légitimité.
 
[[Cyngen le Renommé]],
 
-->
Dimeriñ a eure Cadell d'ar briñsez Gwelfyl, merc'h d'ar roue [[Brychan Brycheiniog|Brychan]], roue [[Brycheiniog]]. Un toullad bugale o doe, hag e vab Cyngen an hini a voe roue war e lerc'h.
 
N'ouzer ket e pe vloaz e varvas.