Jules Vallès : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempennig
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Vallès.JPG|thumb|leftright|200 px|Jules Vallès]]
Ganet e oa '''Jules Vallès''' d’an [[11 Mezheven|11 a viz Even]] [[1832]] er Puy-en-Velay e kreisteiz Alvern.
 
Linenn 33:
D’ar [[4 Gouere|4 a viz Gouere]] e voe kondaonet Vallès d’ar marv dre zesfailh. E fin ar bloaz ez eas da Vro-Suis e-lec’h ma skrivas ur pezh-c’hoari anvet La Commune de Paris. E [[1873]] en em stalias e [[Londrez]]. E [[1874]] « La Société des gens de lettres » a denn Vallès diouzh o listenn. Feuket-kenañ e voe gant an darvoud-se. E [[1875]] en deus Vallès ur verc’h gant ur skolaerez eus Londrez. Mervel a reas e verc’h er memes bloavezh : trist-meurbed eo Vallès. Skrivañ a reas kalz d’e vignon [[Hector Malot]]. En ul lizher e lavar dezhañ : « ''Je me sens vieillir sans une clarté dans l’hiver de ma vie''». Bevañ a raio Vallès buhez trist un harluad, e blijadur nemeti o vezañ lenn er [[British Museum]]. Skrivañ a reas pennadoù er gazetenn '''L’Evénement''', e '''Le Réveil''', e '''La Marseillaise''' hag e '''Le Voltaire'''. Eus ar [[25 Mezheven|25 a viz Even]] d’an [[3 Eost|3 a viz Eost]] [[1878]] e asant '''Le Siècle''' embann Jacques Vingtras e bennadoù. Difenn a ra [[Emile Zola|Zola]] hag a oa taget gant skrivagnerien all. E [[1879]] e embann Vallès '''Mémoires d’un révolté''' dindan anv pluenn [[Jean La Rue]], e kelaouenn solkialour Sigismond Lacroix, La Révolution française. Ar romant-kazetenn-se a zeuio da vezañ Le bachelier. Embann a raio da c’houde '''Le Candidant des pauvres''', heuliad '''Mémoires d’un révolté''', er gelaouenn '''Le Journal à un sou'''. Embannet eo e levr '''Les enfants du peuple''', dastummad pennadoù bet embannet etre [[1867]] ha [[1870]]. Embann a reas ivez [[L’enfant]], sinet dindan anv pluenn Jean La Rue, hag a zo kentañ levrenn e drilogiezh buhez. E [[1880]] e tistro da [[Bro-c'hall|Vro-C’hall]], goude an Distaoliadeg bet mouezhiet d’a [[10 Gouere|10 a viz Gouere]]. Kenlabour a ra gant ar c’hazetennoù '''Le Voltaire''' ha '''La Vie moderne''' hag embannet eo '''Les blouses''' e '''La Justice''', kelaouenn [[Georges Clémenceau|Clémenceau]]. E [[Brussel]] e kej Vallès gant Sévérine hag a vo e sekretourez. Kenlabour a reas c’hoazh gant kalz kelaouennoù disheñvel ha distreiñ a reas da lec’hioù e vugaleaj en Alvern hag en [[Naoned]].
 
[[Rummad{{DEFAULTSORT:Kazetennerien c'hall|Valles, Jules]]}}
[[Rummad:SkrivagnerienKazetennerien cBro-C'hall|Valles, Jules]]
[[Rummad:KumunSkrivagnerien Pariz|Valles, JulesBro-C'hall]]
[[Rummad:GanedigezhioùKumun 1832|VallesPariz]]
[[Rummad:MarvioùGanedigezhioù 1885|Valles1832]]
[[Rummad:Tud|Valles,Marvioù Jules1885]]
[[Rummad:Tud]]
 
[[de:Jules Vallès]]