Buenaventura Durruti : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Buenaventura Durruti Dumange''' (14 a viz Gouere 1896 e León20 a viz Du 1936 e Madrid) a oa unan eus pennoù al luskad anarkour e [[Spag...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
 
[[Skeudenn:Buenaventura_durruti.jpg|thumb|left|200px|Durruti e 1936]]
 
===Brezel Spagn===
Stank e kenlabouras Durruti gant stourmerien all da genaozañ ar stourm a-enep taol-arme Franco. D'ar 24 a viz Gouere [[1936]] e kasas miliadoù a "guerilleros" (anvet ''[[Bagad Durruti]]'' diwezhatoc'h) eus [[Barcelona]] da [[Zaragoza]]. Goude un emgann berr ha taer e [[Caspe]], e chomas a-sav ar bagad e [[Pina de Ebro]]. Diwar guzul un ogfiser eus an arme hag a oa implijet da « guzulier teknek » e voe divizet chom hep tagañ Zaragoza, daoust ma ne save ket a-du Durruit gant an diviz-se. Marteze e voe ur fazi bras : morse ne zeuas ket a-benn ar republikaned da dapout Zaragoza en-dro. Ma vije bet dieubet norzh Spagn, ha neuze e oa dav kregiñ gant dieubiñ [[Zaragoza]], o dije gelelt an dispac'hourien kas na dispac'h sokial a genlusk gant ar stourm enepfaskour. Met ne save ket a-du ar stalinourien gant ar mennozh-se, ha muioc'h-mui e talc'hent gouarnamant republikan Madrid.
 
;Marv Durruti
E penn-kentañ [[1936]] e kasas Durruti ur bagad stourmerien da [[Madrid|Vadrid]]. Met taget e voent gant arme Franco, ha gloazet da vat e voe Durruti. Un nebeud eurvezhioù goude e varvas. Amresis e chom an doare ma varvas. Ne voe ket lazhet gant un tenn o tont eus arme Franco. Ar stalinourien a lavaras e oa bet lazhet gant unan eus e soudarded, peogwir e kave dezho e oa re aotrouniek. Gant tud all e voe lavaret e oa bet taget gant izili [[PCE]]. Re all a lavaras ivez e oa aet a-dreuz e arm. Peurliesañ e vez lavaret, daoust ma n'eus prouenn ebet eus an dra-se, e voe lazhet dre zegouezh gant unan eus e letananted.
 
Kaset e voe korf Durruti a -dreuz ar vro betek [[Barcelona]], ma voe aozet e obidoù. Ouzhpenn 250 000 den a zibunas pa voe kaset e gofr da vered [[Montjuïch]] ma voe douaret enni.
[[Skeudenn:DurrutiTomba.jpg|thumb|right|150px|Bez Durruti e bered Montjuïch]]
An darvoud diwezhañ ma tiskouezas an anarkourien pegen pouezus e oant e voe e-pad [[Brezel Spagn]].
 
;Bagad Durruti
Derc'hel a reas bagad Durruti goude e varv, ez-ofisiel e voe anvet 26{{vet}} Rann-arme, renet (e [[1939]] da nebeutañ) gant [[Ricardo Sanz]].
 
== Levrlennadur ==
* Miguel Amoros, ''Durruti dans le labyrinthe'', embannadurioù Encyclopédie des nuisances, 2007.
Linenn 39 ⟶ 53:
*[http://increvablesanarchistes.org/album_photo/phot1936_45/durruti.htm Poltredoù Durruti]
*[http://www.dailymotion.com/XLanig/video/x6q5lo_funerailles-de-durruti ''Funérailles de Durruti'' film d'e enoriñ savet gant CNT Spagn]
*[http://www.espanafreetv.com/documents/film_directors.html Buenaventura Durruti in the Spanish Revolution. Gant Paco Rios diwar levr Abel Paz]
*[http://www.libcom.org/history/articles/1896-1936-buenaventura-durruti Buhez Buenaventura Durruti] war lec'hienn libcom.org history
*[http://recollectionbooks.com/bleed/Encyclopedia/Durruti.htm Buenaventura Durruti] war Anarchist Encyclopedia
*[http://recollectionbooks.com/bleed/Encyclopedia/DurrutiColumnEarly.htm The first days of the Spanish Revolution, Durruti & the Durruti column...] The Daily Bleed
*[http://flag.blackened.net/revolt/spain/durruti.html Lec'hienn gouestlet da Buenaventura Durruti]
 
{{commons|category:Buenaventura_Durruti}}
 
{{DEFAULTSORT:Durruti, Buenaventura}}
[[Rummad:Anarkourien]]